Cornelia Africana (war-dro 189 kent JK - war-dro 100 kent JK) a oa merc'h da Scipio Africanus, ar jeneral roman a voe trec'h war Hannibal Barca, ha mamm ar Gracchi brudet en istor Henroma.

Cornelia Africana, hervez Alessandro Varotari.

En eñvor ar Romaned e oa skouer ar vamm roman oc'h ober war-dro deskadurezh he mibien evit ma vijent ar re wellañ en o bro. Hi eo ar c'hentañ Romanez a voe enoret gant un delwenn arem.