Cornelia Maria Brokken, anavezet evel Corry Brokken, ganet d'an 3 a viz Kerzu 1932 ha marvet d'an 31 a viz Mae 2016, a oa ur ganerez izelvroat. E 1957 e voe ar c'hentañ kaner izelvroek o vezañ trec'h en Eurovision, ar barr en he buhez kanerez hag arzourez er bloavezhioù 1950 ha 1960. Brudet e voe ivez dre ma embannas kanaouennoù a reas berzh. Un abadenn skinwel dezhi hec'h-unan he doa. Paouezet e oa gant he micher kanerez e 1976 evit mont war studi ar Gwir, dont a reas da vezañ prokulorez ha barnerez goude-se. Brokken a skrivas ur skrid-buhez hag er bloavezhioù 1990 e tistroas war-zu ur vuhez arzel, o kanañ hag enrollañ kanaouennoù ha skrivañ e kazetennoù.

Corry Brokken e-pad he abadenn skinwel De Corry Brokken show e 1964.
Corry Brokken e-pad kenstrivadeg an Eurovision e 1958.
Corry Brokken ee-pad kenstrivadeg an Eurovision e 1976.

Oberennoù kemmañ

Kanaouennoù
Filmoù
  • Jenny (1958)
  • Redt een kind (1959)
  • Uit met Maurice Dean (1968)