Corto Maltese
Un haroz bannoù-treset eo Corto Maltese, krouet gant an tresour ha senarioour italian Hugo Pratt e 1967. Ganet e oa e Valletta war an enezenn Malta d'an 10 a viz Gouere 1887. E dad a zo ur martolod eus ar Royal Navy genidik eus Kerne-Veur, e vamm ur jipsianez eus Sevilla lezanvet "La Niña de Gibraltar". Ar geodedouriezh vreizhveuriat en deus. Emañ o chom e Antigua en ur mod ofisiel, en Inizi Karib, hogen emañ e di nemetañ anavezet e Hong Kong. Rak ur foeter bro eo Corto Maltese, e vuhez a zo graet eus beajoù, rinouriezh, barzhoniezh ha kejadennoù.
Istor an embann
kemmañDont a reas tudenn Corto Maltese war wel evit ar wech kentañ e-barzh istor Una ballata del mare salato e lec'h en em gaver floderien ha morlaeron e-pad an Eil Brezel Bed e kornad enezennoù ar Meurvor Habask. Dilojañ a reas Hugo Pratt da Vro-C'hall e 1970 e lec'h krogas gant un heuliad istorioù berr evit ar gelaouenn Pif gadget. Dont a reas en-dro d'an istorioù hir e 1974 gant Corte sconta detta arcana a gont troioù-kaer Corto Maltese e Siberia e 1918.
Embannet e oa Una ballata del mare salato e stumm un albom e 1976 ha priziet e oa evel gwellañ albom bannoù-treset estrañjour gant Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême.
Kenderc'hel a reas Hugo Pratt da sevel istorioù all e-pad an daou dek-vloaziadoù da heul.
Kronologiezh albomoù Corto Maltese
kemmañSetu da heul daouzek albom Corto Maltese dre urzh kronologel, gant an titl orin, pe e galleg (embannet gant Casterman), pe en italianeg (embannet gant Edizioni Lizard).
- 1905 La Jeunesse (gwenn ha du e 1981, liv e 1985)
- 1913-1915 Una ballata del mare salato/La ballade de la mer salée (gwenn ha du e 1967-1969, liv e 1991)
- 1916-1917 Sous le signe du Capricorne (gwenn ha du 1971; liv evit an rannoù 1 da 3 dindan an titl Suite caraïbéenne e 1990; hag ar rannoù 4 da 6 dindan an titl Sous le Drapeau des Pirates e 1991)
- 1917 Corto toujours un peu plus loin (gwenn ha du e 1970-1971)
- 1917-1918 Les Celtiques (gwenn ha du e 1971-1972)
- 1918 Les Éthiopiques (gwenn ha du e 1972-1973)
- 1918-1920 Corte sconta detta Arcana (gwenn ha du e 1974-1975), e galleg Corto Maltese en Sibérie
- 1921 Favola di Venezia - Sirat Al-Bunduqiyyah (gwenn ha du e 1977; liv e 1984), e galleg Fable de Venise
- 1921-1922 La maison dorée de Samarkand/La Casa Dorata di Samarcanda (gwenn ha du e 1980, liv e 1992)
- 1923 Tango... y todo a media luz (gwenn ha du e 1985)
- 1924 Le helvetiche - Rosa alchemica (liv e 1987); e galleg Les hélvétiques
- 1925 Mu (e 1988–1989).