Crida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nació Catalanes

Crida a la Solidaritat en Defensa de la Llengua, la Cultura i la Nació Catalanes ("Galv a Gengred evit Difenn Yezh, Sevenadur ha Broad Katalonia") anvet ivez Crida a la Solidaritat ("Galv a Gengred") pe eeunoc'h c'hoazh la Crida ("Ar Galv") a oa ul luskad broadelour katalanek bet krouet e Skol-Veur Barcelona d'an 18 a viz Meurzh 1981 evit stourm a-enep da Vanifesto an 2.300 (Manifest dels 2.300) hag a disklêrias bezañ a-enep da lakaat ar c'hatalaneg da vezañ yezh boas ar vro.

D'ar 24 a viz Mezheven 1981 e oa bet aozet gant "Ar Galv" ur vanifestadeg veur er Camp Nou a-enep d'ar Manifesto, bodet enni 100.000 a dud.

A-hed ar blaovezhioù 1980 e voe aozet gant "Ar Galv" oberioù a bep seurt evit reiñ lusk d'ar c'hatalaneg o sevel o mouezh a-enep da embregerezhioù pe tud all ma veze gwalldiforc'het ar yezh gante herveze.