Crytek
Crytek | |
---|---|
![]() | |
Ardamez Crytek | |
Krouidigezh | 1999 |
Padelezh | 1999 - Bremañ |
Sujidigezh | Embregerezh |
Doare | Studio Gwerzher |
Lec'h pennañ | Frankfurt, Alamagn |
Bro | ![]() |
Pennoù | Cevat Yerli Avni Yerli |
Izili | 830 implijiad |
C'hoarioù pennañ | |
Lec'hienn internet | http://crytek.com/ |
kemmañ ![]() |
Crytek a zo un embregerezh produiñ c'hoarioù video krouet e 1999 gant tri breur a orin Turkia Cevat, Avni ha Faruk Yerli, e Frankfurt am Main en Alamagn.
An embregerezh a zo brudet mat dre ijin al lusker c'hoari CryEngine hag an heuliadoù c'hoarioù Far Cry ha Crysis.
D'an 3 a viz C'hwevrer 2009, Crytek a adpren Free Radical Design, ur studio sevel c'hoarioù video saoz brudet evit an heuliad c'hoarioù tenn kentañ sell: TimeSplitters. An embregerezh a vez adanvet Crytek UK. Eost 2009, e Crytek e adkaver 550 implijiad, gant un 60 bennak anezho o labourat war al lusker niverennel CryEngine nemetken. Mae 2011, Crytek en deus 500 implijiad, an hanter anezho o labourat en Alamagn.
Mae 2011, un 50 implij a vez lamet e Crytek Budapest, goude choaz Microsoft, da gas seveniñ ar c'hoari Codename Kingdoms (deuet da vezañ Ryse: Son of Rome) da strollad Frankfort. Skour Crytek e Budapest n'eo mui nemet un tregont a dud o labourat ennañ ha labourat a ra dreist-holl war ar sevel c'haorioù video evit an tabletennoù niverennel.