Cucurrucucú paloma
Cucurrucucú paloma zo ur ganaouenn eus Mec'hiko, ur Huapango skrivet gant Tomás Méndez e 1954[1] ha kanet er film Al diablo las mujeres e 1955. E 1965 e voe kemeret da didl en ur film anvet ivez Cucurrucucú Paloma, renet gant Miguel M. Delgado, ma voe klevet kanet gant ar ganerez vec'hikan Lola Beltrán.
Abaoe eo bet klevet e filmoù all evel Le Magnifique, Escuela de vagabundos, The Last Sunset, Happy Together ha Hable con ella, My Son, My Son, What Have Ye Done, ha The Five-Year Engagement.
Sonenrollet eo bet gant Luis Miguel, Rocío Dúrcal, Pedro Infante, Perry Como, Caetano Veloso, Miguel Aceves Mejia, Harry Belafonte, Nana Mousc'houri, Julio Iglesias, Hibari Misora, Nana Mouskouri, Julio Iglesias, Rosemary Clooney, The Del Rubio Triplets, Shirley Kwan, Joan Baez (en hec'h albom Gracias a la Vida), Mus, Lila Downs (en hec'h albom Pecados y milagros).
Liammoù diavaez
kemmañ- Pozioù ar ganaouenn : [1]
- Kanet gant Lola Beltrán : [2]
- Kanet gant Mariachi Vargas : [3]
- Kanet gant Lila Downs : [4]
Notennoù
kemmañ- ↑ Ur roll eus oberennoù Tomás Méndez ma weler pegoulz hag e pe film e voe kanet ar son da gentañ. http://www.imdb.com/name/nm0617697/?ref_=tt_trv_snd