Cups (When I'm Gone)

"Cups", anavezet ivez evel Cups (Pitch Perfect's When I'm Gone) pe Cups (When I'm Gone) pe When I'm Gone (Cups), zo ur ganaouenn kanet gant an aktourez stadunanat Anna Kendrick er film Pitch Perfect. Hervez a zo merket er film eo savet ar ganaouenn gant A. P. Carter, ha Luisa Gerstein.

Istor kemmañ

  • Savet eo bet ar ganaouenn "When I'm Gone" gant A. P. Carter hag enrollet gant al laz Carter Family e 1931.
  • E 2009,78 vloaz war-lerc'h eta, e voe kempennet ar ganaouenn (tennañ a ra an ton da hini Calling you, gant Hank Williams), ha kanet gant al laz Lulu and the Lampshades ha mesket gant ar c'hoari anvet Cups, pe Cup game. Diwar neuze e voe kemmet an anv ha daou oberour zo meneget: A. P. Carter hag ar Saozez Luisa Gernstein.
  • Kanet e voe gant ur plac'h yaouank, Anna Burden, ha skignet dre You Tube, ha berzh bras a reas, ken e voe gwelet ur bern tud all oc'h enrollañ o doare dezho.
  • Diwar ar skouer-se e voe kanet goude gant an aktourez stadunanat Anna Kendrick er film Pitch Perfect, ha brudet evel-se dre ar bed a-bezh.

Yezhoù all kemmañ

Kanet eo bet e meur a yezh ha skignet an doareoù dre ar genrouedad.

Iwerzhoneg kemmañ

Lakaet eo bet ar ganaouenn en iwerzhoneg ha savet un tamm film gant skolidi o kanañ[1].

Brezhoneg kemmañ

Lakaet eo bet ar ganaouenn e brezhoneg ivez hag e 2014 e voe savet ur filmig gant skolajidi o kanañ[2].

Elzaseg kemmañ

Un doare elzasek zo bet savet e 2021 gant skolajidi Dambach en Elzas[3].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. el lec'hienn wimp.com e c'haller gwelet ha klevet kement-se
  2. Son an tasoù savet get skolajidi 4e Skolaj Diwan Gwened
  3. https://www.youtube.com/watch?v=kHED1A-hxyI