Cwm-y-glo
Cwm-y-glo (Traoñ ar glaou, e brezhoneg) zo ur gêriadennig e Gwynedd, en hanternoz Kembre, un hanter lev bennak er reter da Caernarfon, e tolead Arfon, etre Llanberis ha Llanrug, tost da benn hanternoz Llyn Padarn, e-lec'h m'emañ ar stêr Rhythallt o tont e-maez al lenn.
Istor
kemmañDiorren a reas ar gêriadenn en-dro d'ar vengleuz anvet Chwarel Dinorwig, petra bennak ma'z eus tier koshoc'h c'hoazh.
Pemp den a voe lazhet eno e 1869 gant nitroglikerin eus ur vagoniad kaset da sklenteg Llanberis.
Skol
kemmañYsgol Cwm y Glo eo anv ar skol, a zo e kembraeg, stag ouzh Ysgol Brynrefail, skol eil derez Llanrug.