Cydweli (Kidwelly e saozneg) zo ur gêr gozh eus kreisteiz Kembre, e Sir Gaerfyrddin. Emañ en aber an div stêr Gwendraeth, ar Gwendraeth Fach hag ar Gwendraeth Fawr. Poblet eo Cydweli gant 3 523 a dud (e 2011).

Cydweli gwechall, gant ar stêr Gwendraeth hag ar c'hastell

Kastell Cydweli a voe savet war-dro ar bloavezh 1100, gant un aotrou norman, evel ar c'hestell all savet dre ar vro da ziazezañ galloud an alouberien-se. E 1136 e voe ar briñsez Gwenllian, c'hoar Owain Gwynedd, o ren un armead Kembreiz da stourm ouzh an Normaned e Cydweli. Trec'het e voe arme Gwenllian, prizoniet e voe ar briñsez ha dibennet da c'houde, war urzh Maurice de Londres, penn an Normaned.

Tremen a reas Gerallt Gymro dre Gydweli e-pad e Veaj dre Gembre e 1188.

Kreskiñ kalz a reas Cydweli e-pad an Dispac'h Greantel. Labouradegoù brikez ha staen a oa eno. Roudoù eus an amzer-se a weler hiziv e Mirdi Greantel Cydweli.

Ar c'hoarier rugbi brudet Ray Gravell a oa genidik eus Mynydd-y-garreg, ur gêriadenn tost da Gydweli.

Liammoù diavaez

kemmañ