Cynethryth
Cynethryth a oa rouanez Mercia, ha pried ar roue Offa Mercia.
Mamm e oa d'ar roue Ecgfrith Mercia.
He buhez
kemmañN'ouzer ket a belec'h e teue Cynethryth. Tennañ a ra hec'h anv da hini pried ha merc'hed ar roue Penda : Cynewise, Cyneburh, ha Cyneswith, ma c'haller krediñ e oa eus tiegezh Penda.
Hervez ur vojenn kontet er Vitae duorum Offarum en XIIIvet kantved, e teue eus bro ar Franked. Torfedoù he doa graet ha kondaonet e oa bet gant lez-varn Karl Veur da vezañ lakaet war ur vag war ar mor.
Leanez
kemmañGoude marv Offa e 796 ez eas Cynethryth da leanez hag abadez Cookham. Ober a rae war-dro iliz Bedford, ma oa beziet he fried Offa .
Bev e oa Cynethryth e 798, pa savas tabut gant Æthelhard, Arc'heskob Canterbury, diwar-benn douaroù, ma voe bodet eskibien ar vro e Clofesho.