Cyriacus Roma
Cyriacus Roma a oa un diagon roman, merzher ha sant katolik, war-dro dibenn an IIIde kantved. Pareet en doa Artemia, merc'h an impalaer Diocletianus. Merzheriet e voe gant 23 a dud all, en o zouez Largus, Crescentianus, Memmia, Juliana, Smaragdus, ha lidet ganto d'an 8 a viz Eost.
Hervez ar vojenn e oa ur roman pinvidik hag a deuas da vout kristen hag a lezas e vadoù neuze gant ar beorien. Anvet e vefe bet da ziagon gant ar pab Marcellus Iañ. Ober a rae war-dro ar sklaved a laboure e kibelldi Diocletianus. Dindan an impalaer Maximianus, kenimpalaer gant Diocletianus, e voe jahinet Cyriacus ha dibennet e 303 war ar Via Salaria, ha beziet eno. Gantañ e voe lazhet e gompagnuned Largus, Smaragdus, hag ugent all, en o zouez Crescentianus, Sergius, Secundus, Alban, Victorianus, Faustinus, Felix, Sylvanus, ha peder maouez : Memmia, Juliana, Cyriacides, ha Donata.
Cyriacus en defe stoliet daou ziaoul eus div blac'h. Da gentañ hini Artemisia (pe Artemia), merc'h an impalaer Diocletianus, ma troas Artemisia hag he mamm Serena da gristenezed. Da eil hini Jobias, merc'h da Shapur II Persia (a renas etre 241 ha 272), ma troas tiegezh ar roue da gristenien. Kemmesk zo marteze gant ur Cyriacus arall a vefe bet eskob Ancona.