Digeriñ al lañser pennañ

Démons et Merveilles[1] (Drougaeled ha Marzhoù e brezhoneg) zo unan eus an teir c'hanaouenn orin[2] a glever er film Les Visiteurs du soir sevenet gant Marcel Carné e 1942.

Tennet e oa bet ar gerioù anezhi eus ur varzhoneg gant Jacques Prévert tra ma oa bet savet an ton gant ar sonaozer gall Maurice Thiriet.

Ne oa ket bet kanet gant Alain Cuny — ar barzh-kaner Gilles e dudenn er film — dre ma voe advouezhiet an aktour gant ar c'haner gall Jacques Jansen en degouezh-se.

Enrollet e oa bet Démons et Merveilles gant Jacques Douai hag embannet gant BAM e 1958 : Jacques Douai n° 5 war Encyclopédisque.

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Savet o c'hoari gant heñvelsoniezh an dro-lavar c'hallek "Promettre monts et merveilles", Touiñ tourioù ha kestell e brezhoneg.
  2. A-gevret gant Complainte de Gilles ha Le Tendre et Dangereux Visage de l'amour.