An Día de la Raza, "Deiz ar Ouenn", a vez lidet er broioù spagnolek d'an 12 a viz Here da gounaat kavadenn Amerika gant ar moraer Cristóbal Colón e 1492.

Dilestradeg koskor Cristóbal Colón en Amerika, gant Dióscoro Puebla

Istor kemmañ

 
Skeudenn e 1947 en Arc'hantina evit an Día de la Raza pe Día de la Diversidad Cultural, a glot gant kentañ gouarnamant Juan Domingo Perón

Faustino Rodríguez-San Pedro, bet ministr spagnol, ha neuze Prezidant an Unión Ibero-Americana a soñjas e 1913 aozañ ul lid da unaniñ Spagn ha Latinamerika ; an 12 a viz Here hag an anv Fiesta de la Raza a voe dibabet gantañ[1].
D'an 12 a viz Here 1914 e voe dalc'het al lid kentañ[2].
E 1915 e voe kemmet an anv e Día de la Raza.

E Spagn kemmañ

N'eus nemet e Spagne e lider an Día de la Hispanidad, diwar ur ger a vije bet savet e dibenn an XIXvet kantved.

En 1918 koulskoude e oa bet lidet evel Día de la Raza gant ar roue Alfonso XIII.

Anvioù all kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (es) Fiesta de la Raza
  2. (es) Ezama Gil, Ángeles : La Infanta Eulalia de Borbón: Vivir y Contar la Vida, 2009, Prensdas Universitarias de Zaragoza, (ISBN 978-8-4927-7408-1)