Dún Pádraig
Dún Pádraig (pe Dún Phádraig) (Downpatrick e saozneg) zo ur gêr eus Hanternoz Iwerzhon. Kêr-bennn kontelezh An Dún eo, ha roet he deus d'ar gontelezh hec'h anv a dalvez kement ha kreñvlec'h Padrig. Emañ nepell diouzh Loch Cuan (Strangford Lough), ur vorlenn en arvor biz Iwerzhon, ha war-hed un 30 km bennak diouzh Béal Feirste emañ.
10 316 den a oa o chom e Dún Pádraig e 2001.
Unan eus kêrioù koshañ Iwerzhon eo Dún Pádraig hag eno e c'haller gwelout bez sant Padrig a vije bet douaret e 461 war an dorgenn m'eo bet savet an iliz-veur. Bep bloaz e teu pirc'hirined war e vez da zeiz Gouel Sant Padrig, d'ar 17 a viz Meurzh.