Dafydd Penmachno Goch pe Dafydd ap Dafydd ap Gruffudd a vije bet mab bastard da Dafydd ap Gruffudd, a oa diwezhañ priñs Kembre (Kerzu 1282 - Mezheven 1283) goude marv e vreur Llywelyn ap Gruffudd e Cilmeri e 1282.

E dad Dafydd ap Gruffudd a oa dimezet da Elizabeth Ferrers hag en doa bet daou vab hag ur verc'h: Llywelyn, Owain ha Gwladys. Mervel a eure an daou vab e kastell Bristol ha Gwladys a voe bac'het e kouent Sixhills e Lincolnshire. Seizh merc'h bastard en dije bet ivez met tra ne ouzer anezho. Tra ebet ivez ne ouzer eus buhez Dafydd Goch. Diouzh e anv e c'haller soñjal e oa ruz e vlev, pe neuze e oa ganet er gwad. E vamm a oa anvet Tangwystl ferch Owain Fflam met mann ebet all ne ouzer anezhi. Dimeziñ a eure Dafydd da Angharad ferch Heilyn.

Ur mab en doe, Gruffudd ap Dafydd Goch, marvet war-dro 1365 ha beziet en iliz Betws-y-Coed: ur maen zo enni en enor dezhañ ma veneger e hendadoù. Ur verc'h en doa, Gwenllian,a zimezas da Gruffudd ap Iorwerth, baron Edeirnion.

Gruffudd ap Dafydd Goch en dije bet ur mab anvet Gruffudd Fychan ap Gruffudd, ha hennezh en doe ur mab anvet Gruffudd Leiaf a oa barzh hag un englyn zo skrivet e Cwrtmawr. Ar Gruffudd-se en devoa bet ur mab anvet Ieuan ap Gruffudd Leiaf hag a oa barzh ivez.

Levrlennadur

kemmañ
  • J. Beverley Smith, Llywelyn ap Gruffud, Prince of Wales, Gwasg Prifysgol Cymru/University of Wales Press, 2014, (ISBN 978-1-78316-006-8) (en)