Dagmar Johanne Amalie Overbye (23 a viz Ebrel 1883 en Assendrup – 6 a viz Mae 1929 e Kopenhagen) a oa ul lazherez a steudad danat. Lazhañ a reas etre 9 ha 25 bugel – unan anezho a oa bugel dezhi – etre 1913 ha 1920. D'an 3 a viz Meurzh 1921 e voe kondaonet d'ar marv. Stank e voe an divizoù da vare he frosez, ha diwarnañ e voe kemmet lezennoù danmark a-zivout ober war-dro bugale.[1] Kemmet e voe ar varnedigezh hag e voe kondaonet d'an toull-bac'h hed he buhez.

Dagmar Overbye
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Danmark Kemmañ
Anv ganedigezhDagmar Johanne Amalie Overby Kemmañ
Anv-bihanDagmar Kemmañ
Anv-familhOverby, Overbye Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Ebr 1887 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVedslet Parish Kemmañ
Deiziad ar marv6 Mae 1929 Kemmañ
Lec'h douaridigezhtalvoud dianav Kemmañ
Place of detentionWomen's Prison, Vestre Prison Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Penaltytoull-bac'h dibad Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ

Diwall bugale a oa he micher. Krougañ, beuziñ pe deviñ ar vugale en he fornigell a rae. Goude-se e teve ar c'horfoù pe e touare anezho pe e kuzhe anezho en he loft. Tamallet e voe 9 muntr outi, rak ne oa prouenn ebet evit a sell ouzh ar muntroù all. He breutaer a lavaras e oa bet gwallgaset pa oa-hi bugel, met ne voe ket trawalc'h da lakaat ar barner da cheñch ali. Mervel a reas en toull-bac'h.

Titouroù liesseurt

kemmañ

Notenn

kemmañ
  1. Hanne Rimmen Nielsen : Dagmar Overby (1887–1929), Dansk Kvindebiografisk Leksikon, 2003, KVINFO, http://www.kvinfo.dk/side/170/bio/904/