Damkaniezh an niveroù
Ent-henvoazel, damkaniezh an niveroù zo ur skourr a 'r jedoniezh a ra war-dro perzhioù an niveroù kevan, ha pa vent kevanion naturel pe kevanion daveel, hag a endalc'h ur bern kudennoù digor aes da gompren, zoken evit an nann-jendoniourion. En un doare hollekoc'h, tachenn studi an damkaniezh-mañ a sell ouzh un toullad kudennoù o tont en un doare anat eus studi ar c'hevanion. Damkaniezh an niveroù o deus ur plas dibarek e jedoniezh, ken dre e gennaskoù gant domanioù all, ken dre ar boem savet gant e zezrevelloù.
An termen « niveroniezh » zo arveret ivez da zaveiñ ouzh damkaniezh an niveroù. Ar ster-mañ a 'n termen niveroniezh n'emañ ket da vout kemmesket gant ar skourr a boelloniezh a studi an niveroniezh e ster ar reizhiadoù furmel.
Damkaniezh an niveroù a c'hell bout rannet e meur a dachenn studi reue an hentennoù arveret hag ar goulennoù trennet.