Dan (renk)
Graet e vez gant an termen japanek dan (段) er sportoù emgannañ japanat hag en obererezhioù japanat hengounel all evel an ikebana, ar c'hoari go pe lid an te evit merkañ liveoù barregezh pe skiant-prenañ disheñvel.
Dont a ra reizhiad an danoù goude hini ar c'hyuioù. En darn vrasañ eus ar sportoù emgannañ japanat e vez merket mestroni un derez dan gant un den (yūdansha, 有段者) dre zougen ur gouriz du. Dre voas ez a war gresk al liveoù a c'haller tapout eus ar 1añ dan betek an 10vet dan. Dre-vras e c'hall an danoù kentañ bezañ tapet dre en em ginnig da arnodennoù pe e-kerzh kenstrivadegoù. An danoù uhelañ a c'houlenn bloavezhioù a skiant-prenañ avat hag un emouestl bras en obererezh pleustret, dre ar c'helenn pe an imbourc'h. N'hall an derezioù uhelañ bezañ deroet nemet gant unan gantañ ur renk uheloc'h hag a gomz en anv un ensavadur kreiz.
Reizhiad ar renkoù dre zanioù zo bet ijinet en XXvet kantved a-benn kemer lec'h an doare hengounel dre ziplomoù barregezh. Evel-henn e klot an dan kentañ gant ar mare ma veze echuet ar prantad divrazañ gant an deskarded er skolioù hengounel, ha ma veze sellet outo evel tud dellezek da gregiñ da resev ur gwir kelennadurezh. E berr gomzoù ez eo an dan kentañ, derez an deraouad. Heñveldra, miret e vez an dan uhelañ evit krouer ar sport emgannañ ha n'hall bezañ roet nemet gantañ e-unan. Gant se eo aet da get an derez-se e sportoù zo.
A-benn merkañ splannoc'h araokadennoù ar bleustrerien a-raok dezho tapout un dan eo bet krouet reizhiad an derezioù kyū.
E japaneg ez eus un anv da bep dan : 1añ Shodan, 2l nidan, 3de sandan, 4re yondan, 5vet godan, 6vet rokudan, 7vet shishidan (pe sitshidan), 8vet hashidan, 9vet kyudan ha 10vet judan.