Danichmended
An Danichmended (Danişmendliler e turkeg) a oa un dierniezh turk a renas war ur beylik e biz Anatolia etre 1071 ha 1178.
Krouidigezh ar beylik
kemmañDiazezer an dierniezh, Danişmend Ahmet Gazi, a oa komandant dindan urzh ar sultan seldjouk Alp Arslan hag a c'hounezas brud vat e-kerzh emgann Malazgirt (pe Manzikert) e 1071.
E 1080 e kemeras Sivas digant ar Vizantiniz. Diwar an trec'h-se e c'hellas diazezañ e c'halloud war an trowardroioù ha stagañ Amasya, Tokat, Niksar, Kayseri, Zamantı, Develi ha Çorum ouzh e veylik.
E 1100 e voe lakaet ar seziz war Malatya gant an Danichmended ha skrapet ganto Bohemond Taranto, diazezer priñselezh Antioka. Un daspren 260.000 dinar a voe roet dezho evit dieubidigezh Bohemond hag a voe laosket da vont e 1103.
Lazhet e voe Danişmend Gazi e Maraş e 1104. E vab, Melik Gazi (pe Gümüştekin Gazi), a renas war e lerc'h.
An diskar
kemmañGoude marv Melik Gazi e 1134 e renas e vab, Melik Mehmet, betek 1146. Hemañ a astennas ar beylik betek Finike. War e lerc'h e voe roet ar galloud d'e vab henañ, Zünnun, ar pezh na voe ket anavezet gant breur Melik Mehmet, Nizameddin Yağıbasan. Rannet e voe ar beylik neuze : Zünnun a'n em stalias e Kayseri ha Yağıbasan e Malatya. D'ar mare-se e trenkas ar soubenn etre an Danichmended hag ar Seldjouked.
Yağıbasan a varvas e 1164. E 1175 e voe staget tiriad an Danichmended ouzh e zomani gant ar sultan Kılıç Arslan II. E-pad un nebeud bloavezhioù e treuzvevas c'hoazh ur skourr Danichmend e Malatya met staget e voent da vat ouzh douaroù ar Seldjouked e 1178.