Daniel Guérin
Daniel Guérin (19 a viz Mae 1904 – 14 a viz Ebrel 1988) a oa un diveliour gall. Staget en deus gant ar stourm er bloavezhioù 1930, gant ar sindikalourien dispac’hel eus « Révolution Prolétarienne » Pierre Monatte. Stourm a reas d’ar mare-se a-enep an trevadennoù. E-kreiz ar bloavezhioù 1930 e emezelas Guérin e-barzh an Tu Kleiz Dispac'hel eus Marceau Pivert. Lakaet e vo e penn ar PSOP (Parti Socialiste Ouvrier et Paysan), krouet pa oa bet skarzhet an Tu Kleiz Dispac'hel eus an SFIO. Tomm tre ouzh Trotski e oa Guérin d’ar c’houlz-se. Pellaat a raio diouzh ar varksouriezh e-pad ar brezel, ha tostaat a raio ouzh an anarkouriezh. Klask a raio sevel ur seurt sintezenn etre ar varksouriezh hag an diveliouriezh. C’hoant en doa neuze kemer ar gwellañ eus an daou sistem hag e embannas e skrid « À la recherche d'un communisme libertaire ». Stourm a reas diehan evit dieubidigezh Aljeria, ha lakaat a reas war wel ivez ar stourm evit an heñvelreizhidi. E 1979 ez eas davet Unvaniezh al Labourerien Komunour ha Libertaer.
Levrlennadur
kemmañ- Fascisme et grand capital
- Le mouvement ouvrier aux États-Unis
- La lutte des classes sous la Première République
- La Peste brune
- Rosa Luxembourg et la spontanéité révolutionnaire
- L’Anarchisme
- À la Recherche d’un communisme libertaire
- Ni Dieu, Ni Maître anthologie de textes sur l'anarchisme
- Homosexualité et révolution
- Bourgeois et Bras nus