Lagad
Organoù ar gweled eo an daou lagad. Ganto e c'hall an dud hag al loened gouzout petra a c'hoarvez en-dro dezho hag ober o soñj neuze. A bep tu d'ar penn emaint e poulloù, pe podoù an daoulagad.

KleñvedoùAozañ
- Glazenn
Ar c'hlazenn a zo dalliñ ul lodenn pe hollad strink al lagad. An dalliñ-se a gas d'un digresk eus ar wel a za war gresk. Er penn-kentañ ar c'hlazenn a zegas egas da geñver ar sklêrijenn. An digresk eus ar gwel a c'hell bezañ fonnus goude ur choukad en abeg d'ar c'hozhni pe er broioù o ziorren, en abeg d'ar zivouediñ, d'an heoliata, an espozañ ouzh mogedoù pistrius. Pa vez kollet wel al livioù e vez anvet achromatopsie.
C'hoarvezhout a ra goude ul labezad eus empenn hag a c'hoarvezh an aliesañ en abeg d'ur gwallzarvoud gwazienn-empenn en un den hag a wele mat. C'hoarvezhout a ra ivez peogwir eo bet treuzkaset dre ar genetek. Ar c'helligoù karget eus ar wel diouzh deiz, hag eus hini al livioù a zo bet skoanet da lâret eo o deus ur gudenn en ho mont en-dro. An vet int kon. Neuze kelligoù ar wel diouzh noz a gemer o flas.
- Keratit
Tanenn sae al lagad abalamour d'ur vilimadur eo an aliesañ. Ar vilimadur-se a genlabour alies gant koc'henn an daoulagad. Sae al lagad a zeu da vezañ dall hag ur gwiskad moan a waziennoù a zeu war-wel, war sae al lagad. Ma'z eo padus ar vilimadur, sae al lagad a grog neuze da gaout ur bigmantiñ azrous. Hervez live ar c'hleñved e c'hell an den tapet ganti koll un tamm eus lemmded e sell, kaout poan, ur ruzder lagad, leñvañ, ha bezañ direnket gant ar sklêrijenn.
- Hirweled
C'hoarvezhout a ra pa erru ar sklêrijenn en daoulagad hag ec'h en em zolp a-dre ñv da barch an daoulagad rak re verr eo al lagad. Un den tapet gant ar c'hleñved-mañ a c'hell sellout an en-dro a dost hag a bell digudenn. Ar gudenn eo he deus diaesterioù evit gwellout an objedoù a-dost. En abeg da-se e c'hell an dud-se kaout poan benn, bezañ skuizhet o sellout, gwellout displann. Ar vugale tapet ganti o deus diaesterioù evit soénjal war o labour pe war an urzhiataerezioù. Ar wel a c'hell bezañ reizhet gant lunedoù pe lentiloù bolzek, rak evel-se, skinoù an heol a zo kromm davet an diabarzh hag ar skeudenn a erru war parch al lagad.
- Berrweled
C'hoarvezhout a ra pa en em zolp ar sklêrijenn o tont el lagad dirak parch al lagad peogwir eo re hir al lagad. Neuze gwellout a rez mat an objedoù a dost met ar re a zo pell displann. Ar berrweled a c'hell bezañ reizhet gant ul lentil pe lunedoù kev. E mod-se ar sklêrijenn a dremen en daoulagad a zo krommet war an diavez hag ar skeudenn a erru war parch al lagad.
- Daltonegezh
Al lodenn vrasañ eus an dud daltoneg a c'hell gwellout al livioù, n'odeus diaesterioù nemet evit gwellout ar c'hemm kenetrezo.Ar gelligoù kon ne 'z eont ket mat en-dro hag ur gudenn a zo etre an teir liv kentañ: ar gwer, ar ruz, ar glas. An daltonegezh a zo treuzkaset dre ar genetek. Muioc'h a baotr eget a plac'h a zo tapet ganti. Ur paotr diwar 12 a zo daltonek.
- Astigmategezh
C'hoarvezhout a ra pa vez sae al lagad stummet en un doare digompez. Sae al lagad a zo normalamant e stumm ur sfer met pa vez astigmate an den neuze eo hirgelc'hiek. An araok a zo tost plad met ar c'hostezioù a zo kromm. An distok-se a lak ar sklêrijenn hag a dremen dre al lagad da vezañ tolpet war meur a lec'h e plas en ul lec'h hepken. Neuze a sell a zo displann.
Livioù an daoulagadAozañ
Ma'z eo livet glas al lagad ez eo ablamour da 2 bigmant: an duon hag al lipofusin. Ma n'eus ket a bigmantoù da skouer evit an dud gwennard, neuze e kemer glas al lagad liv ar gwad hag a dreuz anezhi. Forzh peseurt liv a c'hell bezañ d'eus ar re voutinañ d'ar re ralañ a-wechoù ez eus kement a liv ma'z eo re ziaes lavarout peseurt liv a zo an hini pennañ. Al livioù a vez treuzkaset dreist-holl dre ar genetek daoust ma c'hell ur vab liv teñval, gell padal e dud o deus daoulagad sklaer.
Lodennoù al lagadAozañ
- Parch al lagad
Goloiñ a ra foñs al lagad, treiñ a ra ar c'hannad lugernus o tont eus an diavez en ur gannad nervennus kaset d'an empenn. Ur gwiad neuronel moan tre eo. Leun a kon pe a bazhigoù eo. Ar c'honoù a servij da sellout diouzh deiz, hag al livioù pennañ : ruz, glas, gwer. Ur seurt skramm sinema en ur sal du eo, e foñs al lagad.
- Mab al lagad
Seblantout a ra deomp bezañ du dre ma vez euvret lodenn vrasañ ar sklêrijenn o tont el lagad gant ar gwiadoù. Dreist-holl gant parch al lagad. Brasaat a ra pe bihanaat a ra gant sikour kigennoù glas al lagad. Ar fiñvadennoù-se a servij da reoliañ nerzh ar sklêrijenn hag ar c'hementd a sklêrijenn.
Pa vez kemeret poltred un den gant al luc'hedenn, Glas al lagad na c'hell ket serriñ buan a-walc'h, neuze parch al lagad leun a gwad a zo sklêrijennet. Setu perak e vez gwelet daoulagad ruz war ar poltriji a-wechoù.
- Gwenn al lagad
Gwenn al lagad a zo lodenn gwevnañ al lagad, servijout a ra da wareziñ al lagad ouzh an dagadennoù mekanikel ha derc'hel a ra ivez framm al lagad. Treuzwelus e teu da vezañ en a-raok. Sae al lagad eo.
- Ar poent dall
Ar zonenn lec'h m'en em vod an neudennoù evit sevel nervenn ar gweled lec'h ma n'ez eus kellig kizidik d'ar sklêrijenn ebet.
- An imor dourek
Un dourenn eo lec'hiet etre strink al lagad ha sae al lagad. Reoliañ a ra ar gwask a zo el lagad met ivez da vouetañ frammoù al lagad en ur distrujañ al lostajoù.
- Makula
Ar macula a zo an tachad teñval. Ar macula a zo zonenn parch al lagad lec'h ma'z eus ar c'hementad brasañ a kon. Lec'hiet eo e foñs al lagad, war ahel ar poent dall, e-kreiz parch al lagad. Enni ez eus un diwask bihan anvet fovea hag a zo savet gant konoù stardet kenetrezo. Amañ emañ lec'h m'eo al lemmañ al lagad. Warni eo e vez kaset skeudenn ar poent a sellomp.
- Fovea
Ar fovea, zonenn kreiz ar macula, a zo lodenn parch al lagad lec'h ma'z eo ar wel ar resisañ. Enni n'ez eus nemet konoù evit kaout ar wel resisañ. Ober a ra war-dro ar fiñvoù hag al livioù.
- Koc'henn al lagad
Ur c'hoc'henenn mec'hiennet treuzwelus hag a golo diabarzh malvennoù al lagad. Ar c'hoc'henenn-se a brodu ur mukus a en em led war c'horre al lagad hag a lardigenn anezhañ evit gellout fiñval aesoc'h.
- Malvennoù al lagad
Plakennoù kroc'henn a fiñv int evit serriñ pe digeriñ an daoulagad. Servijout a reont da gwareziñ an daoulagad, da herzel pe bevenniñ ar sklêrijenn a za barzh al lagad ha da adzourenniñ sae al lagad.
- Strink al lagad
Ferenn naturel al lagad eo. Tolpiñ a ra ar skinoù lugernus war parch al lagad. Gallout a ra cheñch e ankl krommadur gant sikour kigennoù hervez ar pellder.
- Gwagroù an daeroù
Ar gwagroù daeroù a brodu un dourenn anvet dourenn an daeroù e doare ma chom gleb an daoulagad. An takennoù dour a zo sal hag a warez al lagad, da skouer pa'z eus poultren warno pe pa'z eus un doñjer bennak evel an oksidenn propanethial a teu d'eus an onion met ivez goude un drivliadenn.
- An nervenn ar gweled
An nervenn gwelout a zo savet diwar strollañ neudennoù nervennus parch al lagad. Kas a ra ar skeudenn stummet d'an empenn.
- Gwerenn al lagad
Ur vouedenn treuzwelus, leuniañ a ra kev al lagad a-dreñv da strink al lagad. Servijout a ra da asuriñ sonnded al lagad ha da zerc'hel parch al lagad ouzh pale al lagad. Kaout a reer a-wechoù ar santimant gwelout sklêrijennoù dirak al lagad. Dont a ra eus ar fed e tremen gwerenn al lagad. Ma kendalc'h ar santimant, marteze eo re greñv o gwad en o gwaziennoù kas.
- Glas al lagad
Ur gigenn eo. Seurt stalafioù mab al lagad a servij da reoliañ ar c'hementad a sklêrijenn a tremen el lagad.
- Koroid
Ar c'horoid a zo e mouk. Pinvidik e gwaziennoù eo ar gwiskad mañ, bouetañ a ra glas al lagad hag ar gelligoù a dap ar sklêrijenn. Derc'hel a ra al lagad en ur c'hambr du ha gwareziñ a ra anezhañ ouzh skinoù an diavez hag a grou tommder.
- Korf ar malvennoù
Produiñ a ra an imor dourek. Ennañ ez eus kigennoù a cheñch krommenn strink al lagad evit kaout ar wel lemmañ ha reizhañ.
GweloutAozañ
Un daou-ugent seurt lagadoù (daoulagadoù pe muioc'h) a zo e-touez al loened. Darn ne c'hallont nemet disheñvelout sklêrijenn diouzh teñvalijenn. Darn a wel al livioù hag ar stummoù.
Evit gwelout eo ret dija kaout sklêrijenn produet gant andonoù gouloù kentrenk pe eilrenk.
- Glas al lagad a vrasa pe a vihana evit leuskel ar c'hementad a sklêrijenn mat da dremen.
- Sae al lagad a hent ar skinoù lugernus davet parch al lagad. Reizhet e vo ar skeudenn gant strink al lagad hervez ar pellder.
- Parch al lagad a dreuzfeurm ar skinoù lugernus en ur c'hannad nervennus, a-drugarez d'ar c'honoù ha d'ar bazhiugoù (kentañ gwiskad), d'ar fovea hag a zo liammet ouzh an nervenn optik, ha kas a ra anezhañ d'an
- An nervenn optik a gas ar c'hannad d'an empenn lec'h ma'z eo treuzfeurmet e santadurioù al livioù.
- An empenn a adsav santadur ar gweled e liv hag e donder.
An touellwelioùAozañ
Parch al lagad a gas ar skeudenn e stumm ur c'hannad d'an empenn. Evel-se eo evit an holl.
Zonennoù gwelout an empenn a zielfenn ar gannadoù-mañ. Met a-wechoù, displegadenn an empenn a c'hell bezañ displann. E fazioù evit displegañ a zo anvet touellweloù, an touellweloù n'int ket gwelet er memes doare rak cheñch a ra an traoù bevet evit pep hini, n'hon eus ket gwelet ar memes traoù, n'eo ket bet dalc'het soñj eus ar
memes skeudennoù.
An touellweloù a c'hell dont eus ar fed e vefe bet broudet kelligoù parch al lagad a resev ar sklêrijenn, neuze gall a reont bezañ skuizhaet, pe eus ar fed int bet krouet gant an empenn dre kannadoù nervennus resevet faos a-wechoù. AN empenn a glsk lakaat ster e pep lec'h, memes lec'h ma n'ez eus ket. Neuze ober a ra re, amplaat a ra ar c'hemmoù mat, krouiñ a ra trolinennoù, livioù, pellwelerezh, fiñvadennoù hag all hervez ar pezh a anavezer.
En-dro d'al lagadAozañ
Gwelout ivezAozañ
- dant al lagad
- mab-lagad
- poull-lagad
- kroc'hen-lagad
- souchenn-lagad
- gwerenn-lagad
- gwign-lagad
- serr-lagad
- taol-lagad (hag a-daol-lagad)