David Vinckboons
David Vinckboons (badezet d'an 13 a viz Eost 1576 e Mechelen - 1632 e Amsterdam) a oa ul livour izelvroat a orin flamank. Puilh e voe e oberenn, ha brudet voe ivez en Izelvroioù. Levezonet e voe gant oberennoù Pieter Brueghel gozh, hag a- bouez eo e oberenn, hag ivez hini Hans Bol ha Roelant Savery, evit a sell ouzh diorren al livañ rummad e norzh an Izelvroioù.
Familh Vinckboons a zilojas da Antwerpen tro 1580, ha da Middelburg goude ma vefe bet aloubet Antwerpen gant ar Spagnoled e 1585. N'eo ket sur o defe dilojet da Amsterdam abalamour da abegoù relijiel. Lakaet e voe e dad da geodedour e 1591, met hini ebet eus e vugale-vihan a voe badezet en un iliz kalvinian. E 1602 e timezas David Vinckboons gant Agneta van Loon e Leeuwarden. Goude-se edo o chom e Sint Antoniesbreestraat evel meur a arzour all. Hervez Karel van Mander e teskas gant e dad Philips e anv, hag a oa livour ivez. David Vinckboons a oa barrek dreist-holl evit livañ tud kran e gweledvaoù heñvel ouzh gourliorzhoù hag ivez kermesoù ha gouelioù e kêriadennoù. En e daolennoù e verzer e oa e darempred gant Gillis van Coninxloo. E-touez ar re a zeskas livañ gant Vinckboons e oa Gillis d'Hondecoeter, Claes Janszoon Visscher ha kazi sur ivez Esaias van de Velde.
Vinckboons en doe da nebeutañ dek bugel. E vibien a voe ar c'hartennour ha livour Johannes Vingboons, ar savourien Justus Vingboons ha Philip Vingboons.
Levrlennadur
kemmañ- Liedtke, W. (2007) Dutch paintings in the Metropolitan Museum of Art, p. 913.
- Sutton, P. C. (ed.), Masters of Seventeenth-Century Dutch Genre Painting, katalog diskouezadeg 1984 (Philadelphia Museum; Berlin, Gemäldegalerie; Londrez, RA)