De Telegraaf zo ur pemdezieg izelvroat embannet diouzh ar mintin. Pemdezieg brasañ an Izelvroioù eo ha gwerzhet e vez war-dro 700 000 skouerenn anezhañ bemdez. Emañ burevioù De Telegraaf en Amsterdam. Perc'hennet eo gant an embregerezh Telegraaf Media Groep, un embanner a embann ivez ar pemdezieg digoust Sp!ts.

Logo De Telegraaf

E 1892 e voe krouet De Telegraaf gant Henry Tindal, a savas ivez ur gazetenn all anvet De Courant. D'ar 1añ a viz Genver 1893 e voe embannet niverenn gentañ De Telegraaf. E-pad an Eil Brezel-bed e voe embannet pennadoù a-du gant Alamagn gant De Telegraaf ha kondaonet e voe ar gazetenn da vezañ berzet e-pad 30 vloaz. Torret e voe ar gondaonidigezh e 1949 avat hag abaoe eo deuet De Telegraaf da vezañ brasañ kazetenn bemdeziek an Izelvroioù.

Liamm diavaez

kemmañ