Ur pennad Deborah zo ivez.

Debora pe Deborah pe Dvora (en hebraeg : דְּבוֹרָה, "gwenanenn" pe "דְּברָ" : lavar ha "ה" : Doue :"lavar Doue") a zo hervez an Tanac'h ur brofedez ha Barnerez Israel hag a lakaas Barak e penn an arme a voe trec'h war arme Yabîn, roue Kenaan war-dro 1125 KJK. (Bn 4-5).

Kanenn Debora gant Gustave Doré, war-dro 1866

Lavarout a reas da Varak ne vefe ket lazhet Sisera, jeneral Yabîn, gantañ ma asante hi skoazellañ anezhañ mat gant ur vaouez (Bn 4, 9) ha lazhet e voe Sisera gant Yael.

Kanañ a reas gant Barak goude an emgann ur ganenn a c'hellje bezañ testenn goshañ ar Bibl (Bn 5) [1]

Daveoù

kemmañ
  1. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p 70