Deiziadur berberek
An deiziadur berberek a zo un deiziadur heoliek implijet gant pobloù berberek en Norzh-Afrika. Anavezet eo en Arabeg dindan anv فلاحي peizant "agricultural" or عجمي ajamī "pas arabek". Implijet e vez evit al labour-douar dreist-holl ha disken a ra eus an deiziadur julian kozh.
E pevar koulz eo disrannet an deiziadur berberek
- Tagrest : Goañv.
- Jember (Kerzu) : eus 14 a viz kerzu da 13 a viz genver;
- Yennayer (Genver) : eus 14 a viz genver da 13 a viz c'hwevrer;
- Furar (C'hwevrer) : eus 14 a viz c'hwevrer da 13 a viz meurzh.
- Tafsut : Nevez amzer
- Meghres (Meurzh) : eus 14 a viz meurzh da 13 a viz ebrel;
- Ibrir (Ebrel) : eus 14 a viz ebrel da 13 a viz mae;
- Mayyu (Mae) : eus 14 a viz mae da 13 a viz even.
- Iwilen : Hañv
- Yunyu (Even) : eus 14 a viz even da 13 a viz gouere;
- Yulyu : (Gouere) : eus 14 a viz gouere da 13 a viz eost;
- Ghust ou Awussu : (Eost) : eus 14 a viz eost da 13 a viz gwengolo.
- Amewan : Diskarr-amzer.
- Shtember (Gwengolo) : eus 14 a viz gwengolo da 13 a viz here;
- Tuber (Here) : eus 14 a viz here da 13 a viz du;
- Wamber (Du) : eus 14 a viz du da 13 a viz kerzu.