An Deiziadur republikan gall a oa un deiziadur a voe krouet hag implijet da vare an Dispac'h gall, goude staliadur ar republik e Bro-C'hall. Implijet e voe e-pad 12 vloaz, adalek dibenn 1793 betek 1805, hag e-pad 18 devezh gant Kumun Pariz e 1871.
Ur skouerenn eus an Deiziadur republikan, e mirdi istor
Lausanne.
Ijinet e oa bet evit diverkañ ar roud eus ar gouelioù relijiel diouzh an deiziadur hag evit lakaat da dalvezout ar sistem dre zek, a oa bet lakaet da dalvezout evit ar muzulioù (metr, litr, lur gall...).
Gant an Deiziadur republikan gall e voe kemmet anv ar mizioù hag an devezhioù. Rannet e oa ar bloavezh etre daouzek miz, tregont devezh e pep hini, gant pemp pe c'hwec'h devezh ouzhpenn, anvet Sans-culottides, e dibenn ar bloavezh.
Pep miz oa rannet etre tregont devezh (teir gwezh dek). Anvet e oa an devezhioù-se gant anvioù savet diwar elfennoù latin : primidi, duodi, tridi, quartidi, quintidi, sextidi, septidi, octidi, nonidi, décadi. An dekvet devezh-se a oa lakaet evit derc'hel lec'h ar Sul. D'an devezh-se e ranke an holl diskuizhañ ha kemer perzh er c'hoarioù gourc'hemennet gant ar gouarnamant. Paouezet e voe d'ober gant an anvioù-se e 1802 (bloavezh X).
BloavezhioùAozañ
Kregiñ a rae ar bloavezh da gedez Gwengolo. Deiz kentañ ar bloaz e oa deiz kentañ miz "Mendem". Lakaet e voe niverennoù d'ar bloavezhioù, gant sifroù roman. An 22 a viz Gwengolo 1792 e voe deiz kentañ ar bloavezh I.
Paouezet e voe d'ober gant an deiziadur republikan-se d'ar 1añ a viz Genver 1806, da lavaret eo d'an deiz goude an 10 Nivôse An XIV.
Ne voe ket trawalc'h da Fabre d'Églantine avat ; evit pellaat muioc'h c'hoazh diouzh an Iliz ez ijinas erlerc'hiañ termenoù a denn d'ar gounezerezh ha d'ar maezioù ouzh anvioù ar sent a oa bet gouestlet pep devezh ar bloavezh dezho[2]. Calendrier rural, "deiziadur kouerel", a voe graet eus an deiziadur-se neuze.
Pep quintidi, da lavaret eo 5vet, 15vet ha 25vet devezh pep mizvezh, a oa gouestlet d'ul loen ; pep décadi, da lavaret eo 10vet, 20vet ha 30vet devezh pep mizvezh, a oa gouestlet d'ur benveg. Anvioù danvezioù a dalvez evit al labour-douar hag ar sevel-tiez a voe dibabet evit Nivôse, kentañ mizvezh ar goañv[3].
Setu amañ skouer degad kentañ miz Vendémiaire, da lavaret eo degad kentañ ar bloavezh republikan :
- Primidi, "devezh kentañ", devezh ar rezin ;
- Duodi, "eil devezh", safron ;
- Tridi, "trede devezh", kistin ;
- Quartidi, "pevare devezh", digounnar (Colchicum autumnale) ;
- Quintidi, "pempvet devezh", marc'h ;
- Sextidi, "c'hwec'hvet devezh", balzam ;
- Septidi, "seizhvet devezh", karotez ;
- Octidi, "eizhvet devezh", pasvoulouz (Amaranthus caudatus) ;
- Nonidi, "navvet devezh', panez ;
- Décadi, ""dekvet devezh", beol.
An deiziadur kouerelAozañ
- Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915.
- Lan Inizan, Emgann Kergidu, levrenn 2, pp. 144–152, 171-177, Al Liamm, 1977.