Prezegerien Attika
(Adkaset eus Dek Prezeger)
'Prezegerien Attika, pe an Dek Prezeger, a reer eus 10 den eus ar Vvet ha IVe kantved kent JK. Skrivet e voe o buhez gant un den a reer "pseudo-Ploutarc'hos" anezhañ.
Kemm a c'hall o anvioù hervez an oberourien, met peurliesañ e tegemerer an dek anv roet gant Aristophanes Bizantion hag Aristarc'hos Samotraki:
- Antiphon, an hini kentañ a voe embannet e brezegoù
- Andokides, a gomz diwar e benn en e brezegoù,
- Demosthenes, a voe politikour
- Deinarc'hos, a-du gant Makedonia
- Aisc'hines, enebour da Demosthenes
- Hypereides, enebour da roue Makedonia, evel Demosthenes
- Isaios, a rae war-dro aferioù susit pe hêrezh
- Isokrates, al lezennour filozof
- Lykourgos, enebour da roue Makedonia
- Lysias, ispisialour ar pledeoù sivil
Levrlennadur
kemmañ- Orationes Attici [Prezegerien attek], e gregach, troet e latin, gant Johann Georg Baiter, Ernst Anton Julius Ahrens ha Karl Müller, Pariz, 1846-1854, 2 levrenn (Scriptorum Graecorum bibliotheca, 27 ha 43) (en linenn).
- Smith, R.M. “A New Look at the Canon of the Ten Attic Orators.” Mnemosyne 48.1 (1995): 66-79.
- Todd, S.C. The Oratory of Classical Greece: Volume 2. Austin: University of Texas Press, 2000.