Den-Marc'h (steredeg)
An Den-Marc'h (Centaurus, berraet e Cen) zo ur steredeg en hantervoul su.
Steredennoù heverkañ
kemmañ- Alpha Centauri (α Centauri, α Cen, Alpha Cen) zo ur c'hoskoriad 3 sterenn o kelc'htreiñ an eil re tro-dro d'ar re all : Rigi Kentaurus (α Centauri A), Toliman (α Centauri B) ha Proxima Centauri (α Centauri C).
- Ken tost eo α Cen A hag α Cen B an eil d'heben ma hañvalont bout 1 sterenn hepken pa seller outo, an hini skedusañ en oabl goude Sirius (α Canis Majoris, er C'hi Bras) ha Canopus (α Carinae er Garenn).
- Proxima Centauri ne c'heller ket gwelet gant an daoulagad hepken hogen ar steredenn dostañ d'an Douar eo, alese hec'h anv : kement hag "an hini dostañ" e talv al latin proxima.
- Agena (β Centauri, β Cen, Beta Cen).
- Omega Centauri (ω Centauri, ω Cen, Omega Cen).
- Un druilhad boulek eo Omega Centauri e gwirionez, eleze ur c'hant mil sterenn bennak bodet en ur voul 20-100 bloavezh-gouloù he zreuzkiz. NGC 5139 eo hec'h anv evel korf-egor[1]
Korfoù-egor
kemmañKorfoù-egor zo e steredeg an Den-Marc'h.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) NGC 5139 @ Strasbourg astronomical Data Center. Kavet : 11 Gen 25.