Denis Mukwege

(Adkaset eus Denis Mukwenge)

Denis Mukwege, ganet d’ar c’hentañ a viz Meurzh 1955 e Bukavu (Republik Demokratel Kongo) a zo bet loreet gant ar priz Sakharov e 2014 ha priz Nobel ar peoc'h e 2018[1]. Medisin ar merc'hed eo, stourmer evit gwirioù mab-den e Republik demokratel Kongo ha pastor kristen avielek.

Denis Mukwege
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Demokratel Kongo Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDenis Mukwege Kemmañ
Anv ganedigezhDenis Mukwege Kemmañ
Anv-bihanDenis Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Meu 1955 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBukavu Kemmañ
KarFabrice Mvita Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherhuman rights activist, gynecologist, obstetrician, Pastor Kemmañ
ImplijerPanzi Hospital Kemmañ
Bet war ar studi eUniversité Libre de Bruxelles, University of Angers, Université du Burundi, Université de Kinshasa Kemmañ
Affiliation stringPanzi Hospital and Foundation Kemmañ
RelijionPentecostalism Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2019 Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences Kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

Kregiñ a reas gant e studioù kentañ derez e skol laik Bukavu, war-lerc’h  en Institut Bwindi. Tapout a reas un diplom biokimiezh e fin e studioù eil derez.

E Burundi e krogas da vat Denis Mukwenge da studiañ ar medisinerezh. Mont a reas da Añje evit arbennikaat war ar gwiliouderezh.

Un den a stourm evit ar maouezed

kemmañ

Feuket oa an aotrou Mukwenge o tistreiñ d'ar C'hongo abalamour d'ar mac'hagn genel a veze graet d'ar maouezed[2]. Kroget e voe neuze ur stourm bras gantañ, ur stourm evit pareañ ar mac’hagn genel hag a-enep ar forzhidigezh evel armoù brezel.

Medisin ar merc'hed e oa. Savet en deus ospital Panzi e su Kivu e 1999. En ospital-se e voe sikouret ha saveteet tro-dro 50 000 maouez klañv etre 1999 ha 2022. Divizet en doa ivez degemer an holl vaouezed a deue d'an ospital evit ober war o zro.  

Skrivet en deus ivez levrioù evel da skouer La force des femmes (2021) ;  Réparer les femmes. Un combat contre la barbarie (2019) ; ha Plaidoyer pour la vie (2016).

Prizioù e-leizh

kemmañ

E 2018 e oa bet dilennet Denis Mukwenge evit priz Nobel ar peoc'h.

Roet eo bet ar priz Nobel d'an aotrou Mukwenge abalamour ma kemer perzh evit ar maouezed a zo bet gwallet. Sikouret en deus ar maouezed-se war fedoù psikologel met ivez diwar fedoù fizikel evel gwalloù fizikel. E bezañs oa bet gourc'hemennet ivez, chom e veze tost d'ar maouezed klañv, kalonekaet e veze an dud klañv gantañ, sioulaet e veze ivez an dud klañv gant tout an dra-se.

Gounezet en deus ivez prizioù all evel Priz gwirioù mab-den ar Republik c’hall (2007), Priz gwirioù mab-den ar Broadoù Unanet (2008), Priz Sakharov (2014).

Notennoù ha daveennoù

kemmañ