Denis Vrin Lucas, pe « Vrain-Lucas », ganet d'ar 1añ a viz Kerzu 1816 e Lanneray (Eure-et-Loir) ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1881 e Châteaudun, a oa ur falser gall hag a werzhe lizheroù gallek skrivet gant Aristoteles pe Jezuz.

Denis Vrain-Lucas

Denis Vrain-Lucas (c. 1870)
Ganedigezh 1 a viz Kerzu 1816
Lanneray (28)
Marv 11 a viz Ebrel 1881
Châteaudun (28)
Broadelezh  Gall

Micher Kloareg noter
Grefier

Albac'henn Falserezh

Brudet eo evel oberour an « dastumad Chasles », ur pakad falsdornskridoù a zeuas a-benn da werzhañ d'ar matematikour Michel Chasles, goude kontañ e oant gwir zornskridoù.


Mab e oa d'un devezhour ha d'ur vatezh. Yaouankik e krogas da labourat er mereurioù met deskiñ a reas lenn ha skrivañ er skol. Goude e reas studioù; hep tremen e vachelouriezh avat.