Derez Celsius
Derez Celsius (arouez °C pe ℃[1]) eo an unanenn skeuliad gwrezverk Celsius, zo un unanenn deveret diouzh ar reizhiad etrebroadel unanennoù[2], lakaet da dalvezout e 1948[3]. E anv zo un dave d'ar steredoniour ha fizikour svedat Anders Celsius en doa ijinet unan eus ar c'hentañ skeuliad gwrezverk santigrad e 1742.
Termenadur : ar gwrezverk Celsius hag e unanenn, an derez CelsiusAozañ
Ar gwrezverk Celsius t zo termenet dre an diforc'h t = T-T₀ etre daou wrezverk termodinamek (e K) T ha T₀ gant T₀ = 273,15 K[4].