Derventio Brigantum

Ur pennad Derventio zo ivez.

Derventio, pe Derventio Brigantium (rak meur a lec'h anvet Derventio zo bet), a oa ur c'hreñvlec'h roman, er biz da Eboracum (hiriv kêr York, hag Efrog e kembraeg), nepell diouzh kêr Malton en North Yorkshire, e Bro-Saoz, war lez ar stêr Derwent.

Kartenn eus troiadoù-brezel an arme roman en Enez Vreizh etre 43 ha 60.

An anv

kemmañ

Meneget eo an anv Derventio er skridoù latin.

 
  • Rivet & Smith, Place Names of Roman Britain, p 333 : 

- Itinerarium Antonini, Iter I : Derventione.

- Notitia Dignitatum, XL-16 : Derventione; variante Dervencione.

- Notitia Dignitatum, XL-31 : "Praefectus numeri supervenientium Petueriensium, Derventione".

Dont a rafe eus ar wrizienn *daru-, *deru- (= derv) ha talvezout a rafe kement ha "stêr an derv".

Levrlennadur

kemmañ
  • A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982.
  • A.D MILLS : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991, 2003