Devezh an 10 a viz Eost 1792

Devezh an 10 a viz Eost 1792 (galleg: Journée du 10 août 1792) zo un emsavadeg a c'hoarvezas e-kerzh an Dispac'h Gall, hag unan eus an darvoudoù pouezusañ goude ar 14 a viz Gouhere 1789 ma voe kemeret ar Bastille. A-wechoù e vez lesanvet gant an istorourien an « Eil Dispac'h ». Aozadur an devezh-se a oa bet gant Kumun emsavet Pariz ha gant Kevrennoù dispac'hel Pariz. Taget hag aloubet e oa bet Palez an Tuileries, sez ar galloud seveniñ. Ar wech kentañ eo, abaoe penn kentañ an Dispac'h gall, e oa bet menet un devezh reveulzier a-enep ar Vodadeg Vroadel Lezennel. An devezh reveulzier-se a welas kouezhadenn ar Vonarkiezh vonreizhel. Ken luziet eo bet an aozadur hag ar munudoù ma z'eo dibosubl gouzout resis piv pe peseurt luskad a zo bet penn an emsavadeg.

La prise des Tuileries le 10 août 1792, taolenn gant Jean Duplessis-Bertaux, (mirdi Kastell Versailhez).

Devezh an 10 a viz Eost 1792 a zo bet ivez hini penn kentañ ar Spont Bras, a baouezo goustadik adalek Lazhadegoù Gwengolo. Echuet eo gant kentañ emvod ar Vodadeg Vroadel d'an 20 a viz Gwengolo 1792 hag an trec'h e-pad Emgann Valmy, memes devezh ha brudet betek Pariz an devezh war-lerc'h.

Ar stourm en Tuileries etre ar Warded Suis hag ar Barizianiz, tresadenn gant Henri-Paul Motte, 1892

An emsavadeg hag an dilerc'hioù a vez lakaet da dalvezout dindan an droienn « an 10 a viz Eost » ; graet e vez ivez « Devezh an 10 a viz Eost », « Kemeridigezh an Tuileries », « Emsavadeg an 10 a viz Eost » pe « Lazhadegoù an 10 a viz Eost » c'hoazh. E Suis, lec'h ma oa orin ar warded gant ar memes anv, an devezh a vez graet « lazhadeg an Tuileries » eus outañ.