Diagram energiezh an elfennoù gimiek a zo gwriziennet e-barzh teorienn ar c'hwanta. Hervez an deorienn-se ne c'hell ket an atomoù bezañ nemet e stadoù energiezh resis 'zo e vefent.

War an diagram energiezh e vez taolennet ar stadoù diseurt-se gant linennoù a-blaen, niverennet eus n=1 betek n=∞, ha war ahel an urzhiennoù emañ al liveoù diseurt a energiezh a glot ganto.

N'hell un elfennoù tremen eus an eil stad d'eben nemet ma vez kaset dezhi gant ur foton ar c'hementad rik a energiezh rekis evit trement eus an eil linenn d'eben. Mard eo disheñvel ar c'hementad energiezh n'en do ar foton efed ebet war an elfenn.

Al live n=0 a vez graet live diazez anezhañ. Stadoù iset eo ar re all. Tremenet e vez eus al live diazez d'ul live iset gant un euvradur energiezh. Gant un embann goulaouüs monokromatek e vez graet an tranzitadur kontrol.

Da skouer : diagram energiezh an atom hidrogen

                             ^ E (eV)
                             |
n=∞ -------------------------| 0
                             |
n=5 -------------------------| -0,37
n=4 -------------------------| -0,54
                             |
n=3 -------------------------| -0,85
                             |
                             |
n=2 -------------------------| -1,51
                             |
                             |
                             |
n=1 -------------------------| -3,39
                             |
                             |
                             =
                             |
n=0 -------------------------| -13,6
                             |