Diamantoù Keroulaz

Diamantoù Keroulaz zo ur romant-polis (anezhañ daou c'hant tri-ugent pajenn) skrivet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon bet embannet gant Al Liamm e penn-kentañ 1964.

Pajenn gentañ al levr
bet embannet e 1964

Adembannadurioù kemmañ

Adembannet e oa bet al levr gant Al Lanv d'ar 15 a viz Du 2006.

Al levr kemmañ

 

Da c'houde ur gwallzarvoud marc'h eo bet kaset ar c'habiten Rojer Keroulaz d'an ospital. Gloazet-mat eo bet ha dre m'emañ-eñ war e wele diwezhañ e c'houlenn ma vo kerc'het e vignon, al letanant Herri Halegoed, da zont d'e gaout. Gant an den war e dremenvan ez eo fiziet ennañ un dro-c'houzoug aour c'hwec'h diamant ha tregont outi : aspediñ a ra anezhañ ma vo degaset ar bravig prizius-mañ en-dro d'e berc'hennez, e voereb ar varkizez Lesouarn, en devoa e laeret diganti e 1910.

N'en deus diskoulm all ebet Herri Helegoed nemet touiñ ez ay da Gastell Lesouarn, e-tal kichen Lanniliz, e-lec'h m'emañ o chom ar varkizez. Ar pezh a reas en hañv 1925, un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h marv ar c'habiten. Ne voe ket evit anzav ar wirionez vantrus dezhi ha kuitaat ar c'hastell a reas, an dro-c'houzoug gantañ c'hoazh. Hag ankouaet ar gefridi gantañ p'en devoa kuitaet Breizh da vont da labourat da Galedonia-Nevez e-pad daou vloaz.

Hag eñ distro ez eo pedet gant ar varkizez da zont da dremen un nebeud devezhioù en he c'hastell ma kemero perzh en ur pred gant kouvidi all. Un digarez mat da Helegoed da lakaat an traoù war o reizh da vat, da-geñver an devezh gouel-mañ, ha d'ober d'an dro-c'houzoug adkavout he ferc'hennez a-benn ar fin. Ne oar ket c'hoazh emañ o paouez lakaat e dreid en un afer luziet-meurbet hag a lakay anezhañ da vont eus an eil souezhadenn d'eben...

Savet e oa bet ar romant-mañ gant Roparz Hemon en un doare divoas dre ma n'a ket an istor anezhañ davet al lenner dre un daneveller neptu evel kustum. Seizh rann a ya d'ober al levr ma kont peder zudenn red an darvoudoù c'hoarvezet evel m'eo bet bevet gante :

KENTAN SKRID HERRI kemmañ

  1. Ar c'habiten
  2. Un dro e Naoned
  3. Ar varkizez a Lesouarn
  4. Ar c'helenner
  5. Gouel ar varkizez

SKRID ANNA kemmañ

  1. Un dorn en deñvalijenn
  2. Ar bilhed
  3. An horolaj-heol : mintin
  4. An horolaj-heol : abardaez

EIL SKRID HERRI kemmañ

  1. An anzav
  2. An den fur
  3. An nozvezh arnev
  4. An armel-dir
  5. Gouel ar varkizez

SKRID KLARISA kemmañ

  1. Eben
  2. An tour bras
  3. Ar voest plouz

TRIVET SKRID HERRI kemmañ

  1. Ar vilin
  2. Unan a vank

SKRID HIRIBARREN kemmañ

Ul lizher

PEVARVET SKRID HERRI kemmañ

  1. Spont ar geginerez
  2. Ar chapel
  3. Kavadennoù
  4. Kuzhiadenn ar voullig wer
  5. Goude-skrid