John Constable : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedenn : Disc’hraet
Linenn 2:
'''John Constable''' ([[saozneg]] [[Rouantelezh-Unanet|R-U]] : {{LFE|/ˈkʌnstəbəl/}} ; [[East Bergholt]], [[Suffolk]], {{deiziad|11|Mezheven|1776}} – [[London]], {{deiziad|31|Meurzh|1837}}) a oa ul [[livouriezh|livour]] [[Bro-Saoz|saoz]] eus luskad ar [[Romantelezh]].
 
Brud a c'hounezas gant e daolenn ''Dedham Vale'' ("Saonenn Dedham", [[1802]]), a reveulzias an doare da lakaat dremmvroioù war al lien<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.vam.ac.uk/articles/john-constable-an-introduction |title=''John Constable – an introduction'', Victoria and Albert Museum|accessdate=28 Gwe 2023}}</ref>. AE-doueztouez e oberennoù brudetañ emañ ''Wivenhoe Park'' ([[1816]]), ''The Hay Wain'' ("Ar c'harrad foenn", [[1821]]) ha ''The Vale of Dedham '' ([[1828]]).
 
E [[Bro-C'hall]] muioc'h eget e [[Breizh-Veur]] e voe deuet-dreist e labour, ken e voe levezon bennañ [[arz]]ourien an ''[[École de Barbizon]]'' adalek ar [[bloavezhioù 1820]].
Linenn 9:
E kêriadenn East Bergoholt e traoñienn ar [[stêr]] [[Stour (Suffolk)|Stour]] e voe ganet John Constable, eil mab Golding Constable, marc'hadour [[gwinizh]], hag e bried Ann Watts. Pinvidik e oa an tiegezh, pa berc'henne div [[milin|vilin]] hag ur vag da gas [[ed]]où adalek [[aber]] ar Stour betek London.
 
E [[1783]], pa oa oadet a seizh vloaz, e voe kaset J. Constable d'ur skol-lojañ e [[Lavenham]] er gwalarn da East Bergholt, ma ne chomas nemet e-pad berr amzer kent bezañ kaset d'ur skol-diavaezidi e [[Dedham (essexEssex)|Dedham]] ([[Essex]]) nepell diouzh ti e dud<ref>{{en}} Holmes, C. J. ''Constable''. London : At the Sign of the Unicorn, 1901, {{cite web|url=https://en.wikisource.org/wiki/Constable/Introduction |title=p. ix|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>.
 
Goude echuet e studi e labouras gant e dad a oa mennet d'e lakaat e penn an embregerezh, met Abram, breur yaouankoc'h John, eo a voe rener ar milinoù<ref name="P15">Delphi Classics, ''op. cit.'' p. 15.</ref>.
Linenn 23:
Er bloaz [[1802]] e nac'has ar garg a vestr war an tresañ er ''Great Marlow Military College'' e [[Buckinghamshire]]<ref>Ar ''Royal Military College'' e [[Sandhurst]], [[Berkshire]], hiziv.</ref>, peogwir e kave gwell mont da weledvaour a-vicher<ref>Thorne, ''op. cit.'', p. 96.</ref>. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet e oberennoù war ziskouez er ''Royal Academy''. E miz Ebrel ar bloaz-se end-eeun, [[1803]], e savas e bourzh ''Coutts'', ul lestr-kenwerzh d'an ''East India Company'' hag a skoe war-du [[Sina]]<ref>Delphi Classics, ''op. cit.'' p. 429.</ref>.
[[Restr:ConstableSelfPortrait.png|thumb|upright|Emboltred (1806)]]
Ur wezh ma voe distro da Vreizh-Veur ec'h eas J. Constable e [[1806]] da redek bro e-pad daou viz e [[Lake District]], e gwalarn Bro-Saoz. Goude-se en em voazas da chom e LondonLondrez er goañv ha da vont en hañv da East Bergholt evit livañ.
 
E [[1811]] ec'h eas da welet John Fisher, [[diagon|arc'hdiagon]] [[Salisbury (Bro-Saoz)|Salisbury]], [[Wiltshire]], e mervent ar vro. Ker skoet e voe e galon gant an iliz-veur ha gweledvaoù an trowardroioù ma voe pouezus o levezon war e daolennoù kaerañ.
 
Diwar ziouer aga arc'hant e troas war-du ar poltrediñ, a gave borodus ; meur a boltred brav a voe sinet gantañ avat. Klask a eure livañ skeudennoù relijiel ivez, hogen dic'houest en em gavas<ref name="JW">Walker, ''op. cit.''</ref>. Moneiz a c'hounezas dre livañ tiez war ar maez : e [[1816]], ar major-jeneral Francis Slater Rebow a c'houlennas digantañ poltrediñ e hini e korn-bro [[Colchester]], ''Wivenhoe Park''<ref>Reynomds, p. 86.</ref>.
 
 
Linenn 33:
===''Six-Footers''===
[[Restr:John Constable (1776-1837) - Maria Bicknell, Mrs John Constable - N02655 - National Gallery.jpg|thumb|upright|''Maria Bicknell, Mrs John Constable'' (1816)]]
A-drugarez d'an arc'hant gounezet evel-se e c'hallas dimeziñ e 1816, d'e 40 vloaz, gant ur garantez a vugeliezh anvet Maria Elizabeth Bicknell ([[1787]]-1828). Koulz tu John ha hini Elizabeth a savas enep an dimez-se, evit abegoù arc'hantel pergen ha dre ma ne fizient ket er vicher a livour ; goude marv e dud en devoe John 1/5 eus peadra e diegezh da hêrezh. E Su Bro-Saoz e reas an dud nevez o beaj priedelezh ; gant gwel ar [[mor]] e voe broudet an arzour da bleustriñ war deknikoù nevez : livioù flamm ha taolioù barr-livañ bividik, ha da glask livañ meurded an natur — an oabl hag ar mor, evel ma weler en daolenn ''Osmington Bay'' (1816)<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.clarkart.edu/artpiece/detail/osmington-bay |title=''Osmington Bay'' @ The Clark Museum|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>.
 
E 1816 ivez e livas John Constable, war-eeun war ar maez, e daolenn vras — 1,016 x 1,270 [[metr|m]] — kentañ, ''Flatford Mill (Scene on a Navigable River)''<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.tate.org.uk/art/artworks/constable-flatford-mill-scene-on-a-navigable-river-n01273 |title=Tate|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref> ; biskoazh n'en devoa livet ker bras un oberenn dindan an amzer, ha biken ne reas unan vrasoc'h er-maez penn-da-benn. Mennet e oa da labourat war brasoc'h c'hoazh ur skeul, evit tostaat da zoare ar Vistri en devoa studiet. Ne voe ket gwerzhet ''Flatford Mill'' pa voe diskouezet er ''Royal Academy'' e [[1817]], met meulet e voe daoust d'he ment (pe an abeg dezhi), pezh a gadarnaas mennad an arzour.
Linenn 39:
Bevañ-bevaik diwar e labour a reas J. Constable betek ar bloaz [[1819]]), pa werzhas e daolenn vras kentañ, ''The White Horse'' (1,314 x 1,883 m), d'an arc'hdiagon J. Fisher. Ar wezh kentañ e oa en e vuhez ma voe frank an arc'hant gant an arzour.
 
Pouezus-kenañ e voe ''The White Horse'' e red-micher J. Constable peogwir e voe degemeret da geneil ar ''Royal Academy'' a-drugarez d'an oberenn-se, a voe an hini gentañ en ur stirad c'hwec'h a voe lesanvet ''Six-Footers'' peogwir e oa c'hwec'h [[troatad]] o hirder (war-dro 1,83 m) ; ken talvoudus e oa e zaolenndaolenn d'an arzour m'he adprenas digant J. Fisher e [[1829]], evit priz 1819, p'en em gavas hennezh sammet a zle ; gant al livour e chomas e oberenn betek e dremenvan<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.sothebys.com/en/articles/immortalised-landscape-of-constable-country |title=''Immortalised Landscape of Constable Country'' @ Sotheby's|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>.
 
Ar stêr Stour eo dodenn ar ''Six-Footers'' ; e [[1820]] e voe an eil, ''Stratford Mill'', heuliet gant ''The Hay Wain'' ([[1821]] – 1,302 x 1,854 m), ''View on the Stour near Dedham'' ([[1822]] – 1,295 x 1,880 m), ''The Lock'' ([[1824]] – 1,422 x 1,200 m]) ha ''The Leaping Horse'' ([[1825]] – 1,359 x 1,803 m). Skoazellet e voe J. Constable gant ment dibar e daolennoù evit dastum brud-vat e diskouezadegoù ar ''Royal Academy''<ref>Parris & al., ''op. cit.'' pp. 193-194</ref>, ha dre-se e voe goulennet taolennoù digantañ, evel ''Malvern Hall'' e 1821, a oa bet ar c'hentañ gweledva en devoa livet dindan an amzer, e [[1809]].
Linenn 53:
</gallery>
===Diwezh===
Duet e voe berzh mat al livour pa grogas e wreg da ziskouez arouezioù an [[Torzhellegezh|dorzhellegezh]], ar pezh a lakaas an tiegezh da zilojañ e [[1824]] d'ar Su, eda v-[[Brighton]] ([[East Sussex]]), evit klask an [[aer]] vor<ref>Reynolds, ''op. cit.'', p. 18</ref>. Gant ar c'hemm-se e paouezas J. Constable da livañ trowardroioù ar Stour, met kenderc'hel a eure gant ''Six-FootsFooters'', evel ''Chain Pier, Brighton'' ([[1826]]-[[1827|27]] – 1,270 x 1,829 m)<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.tate.org.uk/art/artworks/constable-chain-pier-brighton-n05957 |title=Tate|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>.
 
Ne werzhas an arzour nemet 20 taolenn e Bro-Saoz en e vuhez, padal e werzhas muioc'h e Bro-C'hall en ur ober un nebeud bloaziadoù ; koulskoude e nac'he kuitaat Breizh-Veur da vrudañ e labour : «&nbsp;gwell eo din bezañ paour e Bro-Saoz eget bezañ pinvidik en estrenvro&nbsp;», a skrivas<ref name="JW" />. E 1825 avat e kollas ar marc'had gall goude ur broc'h gant John Arrowsmith, e werzher eno.
 
Goude ganedigezh o seizhvet bugel e miz Genver 1828 e tistroas an tiegezh da LondonLondrez, ma varvas Maria Elizabeth Bicknell Constable d'an [[23 a viz Du]], oadet a 41 bloaz. Adalek an deiz-se e chomas J. Constable gwisket e du, hag a-hed an nemorant eus e vuhez e reas war-dro e vugale.
 
Berr amzer kent tremenvan M. E. Bicknell he devoa bet 20&nbsp;000 [[lur sterling|£]] da hêrezh goude marv he zad ; foeltret e voe ar sammad gant an intañv, pa lakaas engravañ 40 skeudenn eus e daolennoù, en teknik anvet "[[doare du]]". Ne voe ket kavet trawalc'h a brenerien d'an engravadurioù avat ; ur c'hwitadenn e voe<ref>Mayor, ''op. cit.'' pp.455-460.</ref>
 
E miz C'hwevrer 1829 e voe dilennet J. Constable er ''Royal Academy'', d'an oad a 52 vloaz. Ne oa ket pareet diouzh koll e bried : glac'har hag anken al livour a santer en e bennoberennoù bras-divent diwezhañ, evel ''Hadleigh Castle'' (1829) tost da aber ar stêr [[Tavoez|Thames]] ha ''Salisbury Cathedral from the Meadows'' (1831). Er bloaz diwezhañ-mañ e voe anvet da bennsekretour ar ''Royal Academy''.
 
 
Linenn 68:
Constable Salisbury meadows.jpg|''Salisbury Cathedral from the Meadows'' (1831)
</gallery>
D'ar mare-se e krogas da zistagañ prezegennoù er ''[[Royal Institution of Great Britain]]'', un aozadur bet savet e 1799 evit broudañ ar c'helenn [[skiantoù]] hag o lakaat da dalvezout er vuhez pemdez, a-zivout Istor al livañ dremmvroioù ; eno e zisplegastisplegas e soñj : koulz skiantel ha [[barzhoniezh|barzhoniel]] eo livañ gweledvaoù, ne c'hall ket ijin an den aozañ pezhioù arzel a ve par d'an natur, hag emzeskad ebet n'eoeus deuet emzeskad ebet a-benn da vout ul livour brudet.
 
D'an 31 a viz Meurzh 1837 e varvas John Constable e-kerzh an noz, diwar un taol-[[kalon]] evit doare. Beziet e voe e bered iliz ''St John-at-Hampstead'' e London.