Bro-Skos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Humza Yousaf
D liamm
Tikedenn : Disc’hraet
Linenn 202:
Penn-douaroù Bro-Skos a zo trede-rann hanternoz enez [[Breizh-Veur]] a zo er mor don e gwalarn [[Europa]]. Bro-Skos a-bez a zo 78,772 km²<ref name=Whitaker>{{en}} ''Whitaker's Almanack'' (1991) Londrez. J. Whitaker and Sons.</ref>, ar pezh a c'heller keñveriañ ouzh [[Republik Tchek]] hag a zo div wezh [[Breizh]]. Harz-douar nemetañ e Bro-Skos a zo lodet gant [[Bro-Saoz]] hag a zo 96 km ledan etre diaz stêr Tweed en aod ar Reter hag ar Firth Solway er C'hornôg. Tro-dro ar vro a zo [[Meurvor Atlantel]] er C'hornôg ha [[Mor an Norzh]] er Reter hag er mervent emañ [[Mor Iwerzhon]]. En tu-hont d'an douar bras ez eus 790 [[enez]]enn bennak. N'emañ [[Iwerzhon]] nemet 30 km pell eus ledenez Kintyre<ref name="Atlas">{{en}} ''Scotland Atlas and Gazetteer'', Munro, D, Harper Collins, 1999</ref> pa z'emañ [[Norvegia]] 305 km pell hag an [[Inizi Faero]] 270 km pell en Hanternoz.
 
Tachenn Bro-Skos a zo bet diazezet gant [[Emglev EvrogYork]] e [[1237]] etrezi ha [[Bro-Saoz]]<ref> {{en}} [http://www.nationalarchives.gov.uk/utk/scotland/conquered.htm "Uniting the Kingdoms?"] National Archives.</ref> hag e [[1266]] gant [[Emglev Perth]] etrezi ha [[Norvegia]]<ref name=Mackie> {{en}} Mackie, J.D. (1969) ''A History of Scotland''. Londrez. Penguin.</ref>. Abaoe eo bet kollet [[Enez-Vanav]], da Vro-Saoz e {{XIVvet kantved}}, hag a zo bremañ e-barzh tachenn ar gurunenn er-maez eus ar [[Rouantelezh-Unanet]], ha [[Berwick-upon-Tweed]] da Vro-Saoz e [[1482]]. Prenet eo bet e [[1472]] an Inizi [[Inizi Orc'h|Orc'h]] ha [[Shetland]] digant Norvergia<ref name=Whitaker/>.
 
Sevel a ra poblañs Bro-Skos da 5 222 000 a dud (e 2010). [[Dinedin]] eo ar gêr-benn, [[Glaschu|Glasc'ho]] ar gêr vrasañ. [[Aberdeen]] ha [[Dundee]] eo an div gêr bouezusañ war-lerc'h, dirak [[Stirling]], [[Perth]], hag [[Inverness]].