Kembre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Luc’hskeudennoù: Erlec'hiet Restr:Heol y Wig, Aberystwyth tua'r môr ochr gogleddol.jpg eus Commons ouzh Restr:Aberystwyth03.png diaotre
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Disc’hraet Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Linenn 1:
{{databox}}
'''Kembre''' ([[Kembraeg]] : ''Cymru'' {{LFE|[ˈkəm.rɨ]|Liamm aodio=Cymru.ogg}} ; [[saozneg]] : ''Wales'' {{LFE|/weɪlz/|Liamm aodio=en-us-Wales.ogg}}) zo unan eus an eizhc'hwe bro [[Kelted|geltiek]], hag unan eus ar peder a zo en enez [[Breizh-Veur]] az a d'ober ar [[Rouantelezh-Unanet]].<ref name=UKCountries>{{en}} {{Liamm web|url=https://webarchive.nationalarchives.gov.uk/ukgwa/20160108051201/http://www.ons.gov.uk/ons/guide-method/geography/beginner-s-guide/administrative/the-countries-of-the-uk/index.html|titl=The Countries of the UK [diell]|oberour=Office for National Statistics|lennet d'=ar 24 a viz Here 2022}}</ref> Er reter emañ [[Bro-Saoz]], [[mor Iwerzhon]] er gwalarn, ar [[mor Keltiek]] er mervent ha [[mor Havren]] er su. [[Kerdiz]] (''Caerdydd''I''Cardiff'') eo he c'hêr-benn. E [[2021]] e oa 3 107 500 annezad war ur gorread a 20 779 km². Ouzhpenn 2 700 km a aodoù he deus Kembre hag eno e kaver leun a venezioù, ar re uhelañ o vezañ e norzh ar vro, evel [[Gouezva]] (''Yr Wyddfa''/''Snowdon''), 1085 km uhel. E norzh lodenn klouar ar bed emañ Kembre, gant un hin cheñch-dicheñch merket gant ar mor.
 
Identelezh vroadel Kembre a ziwanas diwar ar [[Brezhoned|Vrezhoned]] da c'houde [[Dibenn galloud ar Romaned war Enez Vreizh|aet ar Romaned kuit eus Enez Vreizh]] er {{Vvet kantved}}. Rannet e voe ar vro etre rouantelezhioù bihan a glaskas unaniñ a-raok [[aloubadeg Kembre gant Edouarzh Iañ|aloubadeg ar vro gant ar Saozon]] klokaet e [[1283]] gant [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh I{{añ}}]], goude ma kasas [[Owain Glyndŵr]] un emsavadeg a-enep ren ar Saozon e penn-kentañ ar {{XVvet kantved}}, o staliañ evit ur prantad berr ur [[Priñselezh Kembre|Briñselezh Kembre]] dizalc'h. Staget e voe Kembre a-bezh hag ebarzhet e-barzh sistem lezennoù [[Bro-Saoz]] e [[1535]] ha [[1542]] gant [[Aktoù Lezennoù e Kembre 1535 ha 1542|Aktoù Lezennoù Kembre]], dindan ren [[Herri VIII (Bro-Saoz)|Herri VIII]]. Adalek an {{XIXvet kantved}} e teuas ul leurenn bolitik disheñvel e Kembre avat. Ar [[Frankizouriezh kembreat]], kaset gant [[David Lloyd George]] en {{XXvet kantved}} da skouer, a oa bet erlec'hiet tamm-ha-tamm gant kresk ar [[sokialouriezh]] ha [[Strollad al Labour (R.U.)|Strollad al Labour]]. Kresk ar sañtimant vroadel er memes kantved a c'hanas ar strollad [[Plaid Cymru]] e [[1925]] ha [[Cymdeithas yr Iaith Gymraeg]] (Kevredigezh ar Yezh Gembraek) e [[1962]]. [[Dereadur Kembre|Deroet]] eo ul lodenn eus ar galloud e Kembre, aroueziet gant pazennoù meur evel pa oa bet krouet ar [[Senedd]] (Parlamant Kembre, bet Bodadeg Vroadel Kembre gwezhall) e [[1998]].