Chassepot (fuzuilh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
"Kambriñ" n'eo ket ar memestra ha "kargañ" ; Ne denner ket war bennoù e zaoulin met pennglinet (war ur glin nemetken, cf. Ménard, Favereau). A galon,
Tikedennoù : Disc’hraet Gwelaozer
Linenn 53:
 
== Istor ha mont en-dro ==
Adalek 1840 e voe implijet gant an armeoù [[Prusia|prusian]] an [[Dreyse (fuzuilh)|Dreyse]], ur fuzuilh nevez he gwikefre. Enni e veze treuzet ar [[Kartouchenn (arm-tan)|c'hartouchennoù]] paper gant ur spilhenn a lakae un emors da darzhañ. Ur pezh araokadenn e oa e-keñver ar fuzuilhoù implijet betek-neuze : ar c'hartouchennoù a oa aesoc'h da zougen ha da zornata evit ar boledoù hag ar poultr. Gellet a rae an arm nevez bezañ karget dre he c'hulasenn, setu e c'halle ar soudarded chom gourvezet pe war bennoù o daoulinpennglinet d'ar mare ma adkargent, ar pezh a oa gwelloc'h evit o surentez.
 
Evit respont d'ar fuzuilh Dreyse e c'houlennas [[Napoleon III]] e 1864 e vije pourvezet an arme gant ur fuzuilh karget dre he c'hulasenn ha dezhi ur c'halibr izeloc'h. [[Alphonse Antoine Chassepot]], kontroller er [[Manufacture d'Armes de Châtellerault]] ha goude e hini [[Manufacture d'Armes de Saint-Étienne|Saint-Étienne]], a wellaas kulasenn fuzuilhoù kent en ur ouzphennañ dezhi ur junt kaoutchoug evit ma vije didreuz d'an aer penn-da-benn. Roet e voe e anv d'ar fuzuilh nevez, a voe dibabet gant an arme ha produet adalek 1866.
 
Daou jestr a ranked ober da zigeriñ kulasenn ar fuzuilh Chassepot. Kement-se ne oa ket evit abegoù teknikel met abalamour e soñje da bennoù bras 'zo en arme c'hall e vije foeltret re a vunisionoù gant ar soudarded ma c'hallent kargañadkambriñ ur munision re vuan.<ref>{{Fr}} ''[https://musee-armee.fr/fileadmin/user_upload/Documents/Support-Visite-Fiches-Objets/Fiches-1815-1870/MA_fiche-chassepot.pdf Le fusil Chassepot (1866) et sa cartouche]'', fichenn da bellgargañ embannet gant Mirdi an Arme, Pariz (lennet d'ar 01/05/2024)</ref>
 
Diskouez a reas ar fuzuilh Chassepot bezañ resisoc'h evit an hini Dreyse, met lousaet e veze buan gant ar poultr du implijet enni.<ref>{{Fr}} McNAB Chris, ''Armes à feu Encyclopédie visuelle'', L'Imprévu, 2022, pp. 120-121</ref> Daoust d'he ferzhioù mat ne sikouras ket Frañs da c'hounit [[Brezel Gall-Prusian eus 1870|brezel 1870 a-enep da Brusia]].