Reizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D liamm gwelaet
D liammoù gwellaet
Linenn 1:
Ar [[reizh]], pe ar [[revr]] pe ar [[rev]], pe ar [[seks]] a zo an hollad organoù a laka kemm etre ar [[par| bared]] hag ar [[parez|parezed]] hag a servij evit ar [[revelezh]].
 
D'un doare skiantel e c'heller kaozeal deus an [[doareennoù reizhel]] a renk kentañ a servijont evit [[embarañ]] hag a vez gwellet splann an aliesañ adalek devezh ar [[c'hanedigezh]]. Kaozet e vez deus ur [[parezedparez | barez]] pa vez an organoù reizhel parez ganti, pe deus ur [[pared | par]] pa vez an organoù par gantañ. A-wezhoù, n'eo ket ken splann a-se ma z'eo par pe parez an nevez ganet.
 
An [[doareennoù reizhel a eil renk]] a zo an hollad diforc'hioù etre ar [[bared]] hag ar [[parezed]] ne servijont ket evit ar [[gouennañ]] hag e erruont da vare ar [[krennard |grennardiezh]] evit mab-den pe a vez gwelet nemet gant hiniennoù gour. En o zouez [[bronn|bronnoù]] ar merc'hed pe mouezh boud ar baotred evit [[spesad]] [[Den | Mab-den]], livioù disheñvel etre pared ha parezed evit kalz spesadoù [[evn|laboused]], hag all.