Statud mirerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 100:
 
=== Ar spesadoù n'emaint ket en arvar ===
Rummad ar spesadoù n'emaint ket en arvar (LC, "Least Concern" e saozneg) zo ur rummad eus an IUCN evit strolladoù zo bet priziet met na lakaer ket en unan eus ar rummadoù all. N'int ket bet termenet evel spesadoù en arvar, pe kizidik <!--, pe (kent 2001) '''Conservation Dependent'''-->. Kalz spesadoù boutin evel dube ar reier, ar [[gwenan]], moustiked [[Tigr|Tigrtigr Azia]], ar [[jenevreg|jenevreg boutin]], Skoul ar geunioù, al labous sant-varzhin sakr, hag al [[logod]], kement hag an dud, zo renket er rummad-se.
 
Ar spesadoù n'hallont ket bezañ lakaet er rummad-mañ ma n'eo ket bet priziet stad o foblañs. Da lâret eo ez eo ret kaout titouroù azas diwar-benn an niver eus e izili hag an tachennoù m'emaint o vevañ evit ober un disklêriadenn eeun pe get diwar-benn riskl ur spesad da vont da get.
Linenn 106:
 
Daoust ma ne vez ket sellet ouzh spesadoù ar rummad-se evel spesadoù zo war ar Roll ruz gant an IUCN, Roll ruz 2006 a laka 15636 [[takson|taksa]] ennañ memes tra. An niver klok a spesadoù er rummad zo 14033 (en o zouez meur a spesad n'eo ket bet deskrivet c'hoazh evel ur [[glesker]] eus ar genad ''[[Philautus]]''<ref>[http://www.redlist.org/search/details.php?species=58913|title=Philautus sp. nov. 'Kalpatta', ''The IUCN Red List of Threathened Species'', 2006-12-19</ref>). 101 isspesad loened zo ivez ha 1500 taksa plant (1410 spesad, 55 isspesad, ha 35 seurtad). Div ispoblañs loened zo war ar roll ivez : an ispoblañsoù [[Spineg]] eus [[Aostralazia]] hag eus [[Afrika ar Su]]. N'eus fungus na protista ebet er rummad-se, daoust ma n'eus nemet pevar spesad eus ar ren-se zo bet priziet evit ar mare. Mab-den a oa lakaet en un doare ofisiel e-barzh ar rummad-se gant an IUCN e 2008<ref>''The IUCN Red List of Threathened Species'' 2008</ref>.
 
 
 
==Notennoù==