Vientiane : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Patuxai, savet evit lidañ dizalc'hiezh Laos '''Vientiane''' (e laoeg: ວຽງຈັນ) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Laos, war ribl...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Vientiane''' (e [[laoeg]]: ວຽງຈັນ) eo kêrbenn ha kêr vrasañ [[Laos]], war ribl ar [[Mekong]], e-tal da [[Thailand]]. Ouzhpenn 700.000 annezad zo enni.
 
Er [[meurgan]] laosat [[Phra Lak Phra Ram]] eo dezrevellet e voe savet ar gêr gant ar priñs Thattaradtha pa guitaas ar rouantelezh ''Muong Inthapatha Maha Nakhone''. Sevel a reas Thattaradtha ur gêr anvet ''Maha Thani Si Phan Phao'' war ribl kornôg ar Mekong (ar gêr-se a vije deuet da vezañ [[Udon Thani]] e Thailand). Un deiz e teuas un [[naga (mitologiezh)|naga]] davet Thattaradtha ha lâret dezhañ sevel ur gêr nevez war ribl reter ar Mekong, e-tal ''Maha Thani Si Phan Phao''. Anvet e voe ar gêr nevez-se ''Chanthabuly Si Sattanakhanahud'', deuet da vezañ Vientiane hiziv an deiz.
 
Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn [[khmer|ghmer]] savet tro-dro d'un templ [[hindouegezh|hindou]]. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred [[Azia]]. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.