Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

Kemm ebet er vent, 8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn [[khmer|ghmer]] savet tro-dro d'un templ [[hindouegezh|hindou]]. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred [[Azia]]. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.
 
E 1354 e voe savet ar rouantelezh [[Lan Xang]] gant [[Fa Ngum]] ha Vientiane a deuas da vezañ ur gêr velestradurel a-bouez. E 1563 e voe lakaet da gêrbenn ar rouantelezh gant ar roue [[Setthathirath]] evit en em virout diouzh an aloubadegoù birman. Goude diskar Lan Xang e 1707 e teuas Vientiane da vezañ ur rouantelezh dizalc'h. E 1779 e voe aloubet gant ar [[Siam]]. Da heul emsavadeg c'hwitet ar roue [[Anouvong]] e voe diskaret Vientiane gant armeoù ar Siam e 1828 ha skarzhet kement tra a denne d'ar sevenadur lao. Pa erruas ar [[bro-C'hall|C'hallaoued]] e oa digenvez ar c'horn-bro ha koulz lâret steuziet Vientiane er goadeg. E 1899 e teuas da vezañ kêrbenn ur [[gwarezveliezh|warezveliezh]] c'hall.
 
E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe aloubet gant ar [[japan|Japaniz]] d'an 9 a viz Meurzh 1945 hag adkemeret gant ar C'hallaoued d'ar 24 a viz Ebrel 1945.
16 852

modifications