Frank Herbert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Skrivagner leun amzer
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Dibenn e vuhez
Linenn 1:
{{Peurunvan}}
{{LabourAChom}}
{{Skiant Faltazi}}
 
Linenn 27 ⟶ 25:
E 1959 e krogas Frank Herbert gant e enklaskoù evit ''Dune'' ha gouest e voe da ouestlañ muioc'h a amzer d'e labour skrivañ dre ma adstagas e wreg gant ul labour leun-amzer. Kontañ a reas Herbert diwezhatoc'h e-barzh ur pennad-kaoz gant Willis E. McNeilly e voe poent orin ar romant pa oa-eñ sañset sevel ur pennad kazetennerezh diwar-benn an erinoù traezh (''dune'' e saozneg) e [[Florence]] [[Oregon]], met debret e voe gant se ha dont a reas en-dro gant kalz muioc'h a zanvez eget na oa ezhomm evit ur pennad skrid hepken. Ne voe ket skrivet biskoazh ar pennad skrid met talvezet en deus da had evit ar mennozhioù a zo aet d'ober ''Dune''.
 
C'hwec'h vloaz a enklaskoù hag a skrivañ a voe ezhomm evit kas ''Dune'' da benn vat. Padet en deus e embannadur e-giz romant-kazetenn kalz hiroc'h eget boas evit ar romantoù skiant-faltazi d'ar c'houlz-se. Embannet e voe e div lodenn diforc'h ("Dune World" (''Bed Dune'') ha "Prophet of Dune" (Profed Dune)) er gelaouenn ''Analog'' e 1963-1964 hag e 1965. Neuze e voe dinac'het gant un ugent embanner bennak a-raok bezañ degemeret en diwezh. Unan eus an embannerien en doa respontet dezhañ evel un diougan : "Bez' e c'hellfen bezañ oc'h ober brasañ fazi an dekved, met ..." kent dinac'h an dornskrid. En diwezh e voe roet un astenn 7 500 $ da Herbert gant Chilton, un ti-embann bihan eus Philadelphia, ha diouzhtu e reas berzh e-touez ar skridvarnourien. Gounezet e voe gantañ ar [[Priz Nebula]] evit ar Romant Gwellañ e 1965, ha rannañ a reas ar [[Priz Hugo]] e 1966 gant unan all. Bez' e voe ''Dune'' ar romant skiant-faltazi [[ekologiezh politikel|ekologel]] kentañ, ennañ ur bern dodennoù ledan liammet an eil re gant ar re all, ha sellboentoùsavboentoù meur a dudenn, un doare ober a vo adkavet a-hed oberenn zarev Herbert.
 
Ne voe ket diouzhtu ur "best-seller" eus al levr. A-barzh 1968 e c'hounezas Herbert 20 500 $ gant e levr, kalz muioc'h eget na veze degaset gant ar pep brasañ eus ar romantoù skiant-faltazi d'ar c'houlz-ze, met re nebeud evit ma teufe da vezañ skrivagner leun-amzer. Koulskoude e voe digoret dorioù dezhañ gant embannadur ''Dune''. Bez' e voe skridaozer ar gelaouenn ''Seattle Post-Intelligencer'' diwar-bennwar dachenn an deskadurezh eus 1969 betek 1972, hag iskelenner war ar studioù hollek hag ar studioù etre meur a zanvez kelenn e Skol-Veur Washington (1970 – 1972). Labourat a reas e [[Viêt Nam]] hag e [[Pakistan]] e-giz kuzulier war an aferioù sokial hag an ekologiezh e 1973. E 1973 e voe rener-luc'hskeudenner evit un abadenn skinwel brudet.
 
===Romantour leun-amzer===
Linenn 35 ⟶ 33:
Adal 1972, ne skrivas ket ken evit ar c'hazetennoù, ha dont a reas da vezañ skrivagner leun-amzer. E-pad ar bloavezhioù 1970 ha 1980 e reas Herbert, e-giz oberour, berzh bras e-touez al lennerien. Rannañ a reas e amzer etre e diez e [[Hawaii]] hag el ledenez Olympic e stad Washington. War al ledenez en doa savet un atant ekologel arnodiñ<ref>Touponce, William F. (1988), ''Frank Herbert'', Boston, Massachusetts: Twayne Publishers imprint, G. K. Hall & Co, [[ISBN 0-8057-7514-5]]</ref>. D'ar mare-se e skrivas un toullad levrioù hag e kasas war-raok mennozhioù war an ekologiezh ha war ar brederouriezh. Kenderc'hel a reas gant e saga ''Dune'' a voe heuliet gant ''Dune Messiah'' (''Mesiaz Dune''), ''Children of Dune'' (''Bugale Dune'') ha ''God Emperor of Dune'' (''Impalaer Doue Dune''). An oberennoù pennañ all a voe ''The Dosadi Experiment'', ''The Godmakers'', ''The White Plague'' hag al levrioù en doa skrivet a-gevret gant [[Bill Ransom]] : ''The Jesus Incident'', ''The Lazarus Effect'' ha ''The Ascension Factor''.
 
Teñvalaet e voe berzh Herbert gant un darvoud mantrus. E 1974 e voe oberataet e wreg, Beverly, en abeg d'ur [[krign-bev|c'hrign-bev]]. Dek vloavezh ouzhpenn e c'hellas bevañ goude met mont a reas he yec'hed da fall diwar an oberatadenn-se. Mervel a reas d'ar 7 a viz C'hwevrer 1984, ar bloaz ma voe embannet ''Heretics of Dune''. Er gourfennskrid ''Chapterhouse Dune'' deuet er-maez e 1985 e skrivas Herbert gerioù fromus en enor d'e wreg a 38 vloaz. Ur bloavezh leun a zarvoudoù e voe 1984 e buhez Herbert. Er memes bloavezh e varve e wreg hag e voe roet lañs d'e vuhez skrivagner pa zeuas er-maez Dune, ar film savet gant [[David Lynch]] diwar romant brudet Herbert. Daoust d'ar voujedenn bras-bras a oa bet postet er film ha d'ar berzh bras a oa gortozet, ne voe nemet burutelladennoù dister er Stadoù Unanet. Koulskoude, daoust d'ar respont dipitus e SUA e reas ar film berzh bras en Europa hag e Japan. War-lerc'h marv Beverly e timezas Herbert da Dereza Shackleford e 1985, ar bloaz ma voe embannet ''Chapterhouse: Dune'' hag a ra al liamm etre kalz a istorioù eus ar saga. E oberenn ziwezhañ skrivet gantañ e-unan e voe (embannet e voe ivez an antologiezh ''Eye'' er memes bloavezh, hag embannet e voe ''Man of Two Worlds'' e 1986).
 
Mervel a reas diwar ur stankerezh gwad en e skevent d'an [[11 C'hwevrer|11 a viz C'hwevrer]] [[1986]] e [[Madison]], d'an oad a 65 bloaz pa oa o pareañ diouzh un oberatadenn war grign-bev e bankreas.
 
==Oberennoù==