Luc'hreüser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Yun (kaozeal | degasadennoù)
lazer > laser (gwelet ar gaozeadenn er pennad "Penn laser")
Linenn 4:
Al luc'hreüser, evit ar pezh a sell ouzh an [[dafar bureveg]] ([[luc'heilerez]], [[moullerez]], [[pelleiler]]), a zo ur ruilhenn [[luc'hgizidigezh|luc'hgizidik]] he [[gorreenn]] d'[[enlouc'hañ]] warni skeudenn an [[teul]] e vo [[Moullañ|moullet]] dres war-lerc'h.
 
Ur [[ruilhenn]] gant [[aluminiom]] eo a vez lakaet warni ur c'horreenn luc'hgizidik produet gant un danvez organel ispisial a vez oc'h ersaviñ gant ar [[gouloù]]. Reüs e vez gorreenn ul luc'hreüser pa vez ur gouloù o tont warnañ (deus ul lazerlaser evit al luc'heilerezioù niverel pe rag-eeun deus ul lamp halogen evit al luc'heilerezioù kemblac'hel) ha disfu en deñvalijenn.
 
Er [[bloavezhioù 1980|bloavezhioù 80]] e vezent produet gant [[Kadmiom]], un danvez saotrus ma'z eus, hag ivez, un maread diwezhatoc'h, gant [[seleniom]].
Linenn 12:
==Pennreolenn ar mont en dro==
 
E-pad un treiñ eus ar c'helorn (e-giz-se 'vez graet ivez eus ul luc'hreüser) e vez graet ur c'helc'hiad moullañ. E penn kentañ ar c'helc'hiad e vez arzodet bec'hiadoù tredansavel, o lakaat da tremen un [[tredan]] uhelvarr e-barzh un [[orjalenn]] e vez graet [[korona]] da vec'hiañ anezhi, war gorreenn al luc'hreüser. Da c'houde, e vez kizidiget ar c'horreenn gant ur gouloù a zeu eus ul lazerlaser pe ul lamp halogen evel eo bet gwelet a-us. E-mod-se e vez lezet ar bec'hiadoù war al luc'hreüser nemet e-lec'h ma vo arzodet an [[huz]] diwezhatoc'h (evit al luc'heizerezioù kemblac'hel) pe er c'hontrol e vo lezet ar bec'hiadoù war ar c'horreenn e-lec'h ma ne vo ket arzodet huz warni (amañ e vez kizidiget ar gorreennoù e-lec'h ma vo arzodet huz warne gant al lazerlaser o "skrivañ" war ar c'helorn - pezh vez graet gant luc'heilerezioù pe voullerezioù niverel).