Diforc'hioù etre adstummoù "Luc'heilerez"

Kemm ebet er vent ,  14 vloaz zo
lazer > laser (gwelet ar gaozeadenn er pennad "Penn laser")
D
(lazer > laser (gwelet ar gaozeadenn er pennad "Penn laser"))
Al luc'heilerezioù niverel er c'hontrol ez eus enne amredadoù elektronek etre ar c'hwilerver hag ar c'helorn da geweriañ (tretiñ) an teulioù e vez tapet o skeudenn linenn ha linenn gant un enanker [[CCD]] lakaet e penn amred luc'hel ar skanner. Hervez c'hoant an arveriad e vez keweriet ar skeudennoù d'ober anezhe bihanaat, brasaat, treiñ, chom e-barzh ur [[memor elektronek]] (ur [[Kantenn galet|gantenn galet]] evit un darn anezhe), ha kement zo ... a-raok moullañ ar skouerennoù goulennet war follennoù paper. Se a ra n'eus ezhomm nemet ul lenn (un dezrannadur) gant ar c'hwilerver evit kaout un niver X a luc'heilenn.
 
Enlouc'hañ skeudenn an teul war gorreenn luc'hgizidik ar c'helorn e vez graet gant ul [[penn lazerlaser]] evit al luc'heilerezioù niverel bezañ ma ez'eus un darn anezhe ne vez ket implijet ar galvezerezh-se (teknik-se) enne met e vez graet kentoc'h gant ur steutad LED sturiet gand an amredadoù elektronek a geweriañ.
 
Un aezamant hag o deus al luc'heilerezioù-se eo e c'hellont bezañ kennasket ouzh un [[urzhiataer]] da voullañ rag-eeun an teulioù (hag e teu da vezañ neuze ur [[moullerez|voullerez]]) pe da dapout un teul dezrannet war e c'hwilerver d'ober gantañ ur restr war ar [[Kantenn kalet|gantenn galet]], da skouer. Tamm ha tamm e teuont da vezañ [[savenn liesarc'hwel bureveg|savennoù liesarc'hwel bureveg]] (MFP e saozneg) pa int muioc'h mui ardivinkoù gouest d'ober pep tra evit ar pezh a sell ouzh keweriadurioù an teulioù moullet e-barzh ur burev, evel binvioù da gehentiñ ([[moullerez]], luc'heilerez, [[c'hwilerver]], ha ivez bremañ [[pelleiler]]). Kevreet e vezont alies ivez ouzh [[Rouedad stlenneg|rouedadoù stlenneg]] gant ur [[Kartenn rouedad|gartenn rouedad]] marc'het enne a orin pe evel un dibarzh.
8 237

modifications