Kerneveureg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 31:
==Istor==
 
Tud Kerne-Veur o deus komañset implijout ar saozneg war-dro ar 16vet kantved, pa oa bet lakaet beleien hag a gomze saozneg er vro, e 1549. Hervez e vez kontet, an den diwezhañ hag a gomze ar yezh-se a-vihan a oa Dolly Pentraeth, ur werzhourez pesked. Marv e oa e 1777. Diouzh ar pezh a vez laret e oa bet he c'homzoù diwezhañ « Me ne vidn cewsel Sawsnek ! » (« ne fell ket din komz saozneg » ; ar frazenn vrezhonek tostañ a vefe « me ne vennan ket kaozeal saozneg ! »). E gwirionez ne oa ket honnezh an den diwezhañ hag a gomze kerneveureg : ur paotr anvet ChestenWella MarchantBodinar a vefe bet an hini diwezhañ, ha marv e oa diwezhatoc'h egeti. Ha prouennoù a zo, ez eus bet tud arall c'hoazh hag a gomze kerneveureg e-pad an 19vet kantved. Pesketerien ar vro o deus dalc'het da gontañ e kerneveureg betek ar bloavezhioù 1940. E gwirionez e oa c'hoazh un nebeud mengleuzierien hag a gomze c'hoazh ar yezh un tammig. Met moaien zo laret evelkent e oa Dolly Pentraeth unan ag ar re ziwezhañ a-raok an 20vet kantved hag a zeue flour ar c'herneveureg ganti.