Penharz : diforc'h etre ar stummoù

kumun Penn-ar-Bed
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Penharz''' a oa ur barrez eus eskopti Kerne gwechall, er c'hornôg da Gemper. Ur gumun e oa etre 1790 ha 1960. Ul lodenn eus kumun Kemper eo abaoe 1960. ''Penarth'' pe ''P...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Gou 2011 da 15:11

Penharz a oa ur barrez eus eskopti Kerne gwechall, er c'hornôg da Gemper. Ur gumun e oa etre 1790 ha 1960. Ul lodenn eus kumun Kemper eo abaoe 1960.

Penarth pe Penhart e oa stumm kozh an anv. Gwechall-gozh e oa Penharz ul lodenn eus parrez Ploneiz, hervez Erwan Vallerie ("Communes bretonnes et paroisses d'Armorique"). War-dro an 12vet kantved e oa deuet da vezañ ur barrez distag diouzh Ploneiz.

Da vare an Dispac'h gall e teuas da vezañ ur gumun.

E 1960 e oa bet krouet Kemper vras dre vodañ kumun gozh Kemper gant kumunioù tro-war-dro : Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz.