Henoadvezh diwezhañ ar maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Henoadvezh diwezhañ ar Maen''' zo ur prantad eus ar [[ragistor]] ma tegouezh ''[[Homo sapiens]]'' en Europa. Diorroen a ra teknikoù nevez (lavnennoù maen, artizanerezh an askorn, [[poulzer]]ioù, ha kement zo.) ha bleuniañ a ra an [[arz ar ragistor]]. Mont a ra an oadvezh-se eus 35 000 betek 10 000 vloaz a-raok hon oadvezh ha klotañ a ra gant diwezh [[prantad ar skorn]]. Dont a ra goude [[Henoadvezh krenn ar maen]] hag heuliet eo gant [[Krennoadvezh ar Maen]].
 
Kregiñ a ra Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant donedigezh ''Homo sapiens'' en Europa. Deuet eo eus ar reter ([[Reter-Nesañ]], Azia pe Afrika), oc'h ober e vad eus ur wellaenn dibad eus an amzer war-dro -35 000 da drevadenniñ Europa. Kenvevañ a ra gant [[Den Neandertal]] betek ar mare ma'z eas hennezh da get war-dro -30 000. N'anavezerouzer ket d'ar just perak ez eas Den Neandertal da get. E-pad pell e oa lavaret e oa bet diouennet gant ''Homo sapiens'' hag e veze brezel etre an daou spesad. Prouet eo bet nevez zo avat e oa bet hironed diwar an daou spesad.
 
== An hin hag an endro ==