Tierniezh ar Btolemeed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Дынастыя Пталамеяў
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Listennad tierniezhioù Henegipt}}
'''Tierniezh ar Btolemeed''', ([[henc'hresianeg]] : Πτολεμαῖοι, anvet ivez a-wezhioù al Lagided, eus an henc'hresianeg : Λαγίδαι, diwar anv tad Ptoleme {{Iañ}}, Lagus) a oa un dierniezh rouanez c'hresian<ref> ''Cleopatra: A Sourcebook'' (Oklahoma Series in Classical Culture) gant Prudence J. Jones, p 14, “They were members of the Ptolemaic dynasty of Macedonian Greeks, who ruled Egypt after the death of its conqueror, Alexander the Great.”</ref><ref> ''Women in Hellenistic Egypt'' gant Sarah B. Pomeroy, p 16 : “while Ptolemaic Egypt was a monarchy with a Greek ruling class."</ref><ref> the Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. “,Cleopatra VII was born to Ptolemy XII Auletes (80–57 BCE, ruled 55–51 BCE) and Cleopatra, both parents being Macedonian Greeks. </ref><ref> ''Encyclopedia of the Archaeology of Ancient Egypt'' gant Kathryn Bard
p 488 : “ Ptolemaic kings were still crowned at Memphis and the city was popularly regarded as the Egyptian rival to Alexandria, founded by the Macedonian Greeks.” ;
P 687” During the Ptolemaic period, when Egypt was governed by rulers of Greek descent…”</ref> a rene war impalaeriezh Henegipt e-pad ar prantad hellenistek. 275 vloaz e padas o zierniezh, eus 305 kent JK da 30 kent JK. An 32vet ha diwezhañ tierniezh eus Henegipt e oa
 
[[Ptolemaios Iañ Sôter|Ptoleme]], unan eus ar seizh "somatofilakes" (gwarded-korf) a oa jeneraled ha kannaded [[Aleksandr Veur|Aleksandr veur]], a oa anvet [[satrap]] Egipt goude marv Aleksandr e 323 kent JK. E 305 kent JK, e kurunas anezhañ e-unan Roue, dindan an anv a [[Ptolemaios Iañ Sôter|Btoleme {{Iañ}}]], lesanvet diwezhatoc'h "Soter" (savetaer). Degemeret e oa buan ar Btolemeed evel warlerc'hidi ar [[faraon]]ed. Ren a reas an dierniezh war Egipt betek aloubadeg ar [[Republik roman|Roma]]ned e 30 kent JK.
 
Kemeret e oa an anv Ptoleme gant renerien val an dierniezh. Ar rouanezed, a oa lod anezhe c'hoarezed o fried, diouzh giz Faraoned Henegipt, a veze anvet da gustum [[Kleopatra]], [[Arsinoe]] pe [[Berenis]]. An hini vrudetañ eus an dierniezh eo an diwezhañ rouanez, [[Kleopatra VII]], anavet evit he ferzh er brezel etre [[Julius Caesar]] ha [[Gnaeus Pompeius Magnus|Pompeius]], ha diwezhatoc'h etre [[Augustus|Octavius]] ha [[Marcus Antonius]]. En em lazhañ a reas pa oa aloubet he bro gant ar Romaned.
 
 
== Impalaeriezh ar Btolemeed ==
Linenn 86 ⟶ 94:
</timeline>
{{henegipt}}
 
 
==Notennoù==
<references/>
 
[[Rummad:Tierniezh ar Ptolemeed]]